Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

grouadurez yaouank, he doa kement a zo red evit plijout, a c’helle ober eur fortun gaër, hag a droe kein a galon vat d’an traou-ze holl.

— « Kea, va merc’h, emezan, benniget out bet gant Doue azalek da vugaleaj. »

Prestik goude Odila a wele dor kouent an Naoned o tigeri evit he digemeret. Hanvet e vezo hi viziken ar c’hoar Hoëlia.


IX


Bez Lan-ar-Baro-frizet


Emaomp er bloaz 959. Ugent vloaz a zo abaoue en deus Lan lakeat an Normaned e meaz ar vro vreton, ugent vloaz ive abaoue ma teuas da jom d’an Naoned ha mema o labourat da adsevel ar vro.

N’eo ket evit chom da ehana, rak aveac’h ma vez echu eun dra gantan ma krog en unan-all.

Lan-ar-Baro-frizet a yoa doujet abalamour d’e c’halloud ha d’e nerz, karet oa i ve abalamour d’e lealded ha d’e vadelezou.

Ha goude beza great kement a c’helle evit mad e bobl, petra en deus goulennet Lan ?

Bodet en deus e zujidi hag en deus diskouezet d’ezo e vab c’hoaz en e gavel.

— « Sujidi feal, en deus lavaret, goulen a ran ma reno ar bugel-ma warnoc’h divezatoc’h pa vezo deuet en oad. Em derveziou diveza, me ho ped, touit d’in ne glaskot hini-all ebet da azeza war va c’hador a roue ! »

An eskibien hag an duchentilou a douas dirak Lan chom fidel de vab Drogon ha d’e gulator, Thibaud, kont Blois. Lan koulskoude n’en doa ket kalz ouspenn daou-ugent vloaz d’ar poent-se, hag e zujidi o doa fizians d’e welet c’hoaz o ren warno epad eur maread bloaveziou. Ha Lan e-unan, petra ra d’ezan sonjal ken abret er maro ?

Siouaz ! siouaz ! Naoned holl a zo e kanv, ha Breiz-Izel a-bez a ouel d’he bleiner karet.

Ha ne glevit-hu ket kleier an iliz-veur o son hep ehan ar glazou bras ? Ha ne welit-hu ket ar bobl tud-se o vont dre ruiou kear, kalz anezo o ouela hag holl e kanv? Klemmou truezus ar