amzer dremenet ! » — Hag e lakeas anezi da azeza en e gichen. — « A ! pegement a vall em bije da droka va buez brema oc’h an hini a renen c’hoec’h vloaz a zo !… Gwel, Odila, pegen chenchet oun !… ha me yaouank c’hoaz koulskoude ! »
— « Re a boan spered a gemerit, Aotrou. Red e vije d’eoc’h goulen skoazel an Hini a zo konfort ar re c’hlac’haret !… Ankounac’haat a rit ar beden… Diou wech koulskoude, sonj vat am eus, ho poa lavaret start d’in e pedjec’h anezi bemdez ! »
— « Gwir eo an dra-ze, Odila ; ankounac’heat em boa va fromesa, ha setu perak ez eus kouezet truez ouzin… A ! Odila, va Frovidans meurbet dous, perak ive ec’h eus dilezet ac’hanon ?… Mes, a-walc’h am eus lavaret ac’hanon va-unan. Dizroet out, Odila, eun dra bennak ez peus da c’houlen diganen. Koms eta hep aon ebet ; gouzout mat a rez n’ez eus netra na rofen a galon vat d’ar re a zo bet ganen o stourm evit’ Breiz Izel, dit-te dreist-oll Odila, a zavetaas d’in va buez hag ez peus, dre da bedennou santel, saveteet va arme ! »
Lintra reas an daëlou e daoulagad Odila : hag hi da ziskouez he dilhad kanv.
— « Va zad a zo maro ! emezi ankeniet. Hen divinet ho poa ! »
— « Paour kez Barz koz ! da ganaouennou a laouennaas meur a wech va derveziou en harlu !… Ha setu ez out minorėz, Odila… »
Hag ec’h astennas d’ezi e zourn ; Odila a ouele dourek.
— « Maro eo, Aotrou, evel en doa bevet, da lavaret eo e karantez Doue ha Breiz-Izel. Kavet en doa e vouez, hag ez eamp hon daou bep pardaez da azeza e korn al lanneg pe war reier an aod. Me gemere va zelen ha va zad a gane kaëra kanaouennou an Arvor. Eun dervez n’hellas ket mont er meaz euz hon lochen, hag e lavaras d’in :
— « Ar C’hloareg koz a vezo varc’hoaz o kana en nenvou gant sent ar baradoz ! »
Odila a davas, he c’halon he gwaske.
— « Hag ez eus deuet sonj d’it ac’hanoun, Odila !… O na mat ec’h eus great ! »
— « Deuet ez eus sonj d’in eus ar bromesa a ris da Zoue, a lavaras Odila goustadig. Ha plijout a rafe ganeoc’h goulen ma vezin digemeret e kouent ar gear-ma ? »
— « Atao e fell d’it mont da leanez Odila ? »
— « Eun dever eo atao seveni ar gwestlou a reer da Zoue. Bugel oan c’hoaz pa deuas ar Werc’hez, en eun huvre, da gregi em dourn ha d’am c’has betek dor eur gouent. Maro va zad, m’en em ro da Zoue.»
Lan a davas eur pennad. Brao, dudius, e kave ar pez a rea ar