Eur plac’h yaouank a deu gant tiz eus eur c’horn tro : n’eus ken nemet eun neuden aour o skoulma he bleo flour war he fenn, hag ez eont a vouchadou kaset ha digaset gant an avel eus eur skoaz d’eben. Dougen a ra eur zaë c’hloan ha n’eus braoig ebet outi. Daoust hag ezom he deus ar wir gened eus ar ficherezou-ze evit plijout ?
Eun dudi oa gwelet ar plac’h yaouank.
— « Odila ! Odila ! a leverjod, merc’h ar barz eo ! » A-veac’h ma kemer ar verc’h yaouank amzer a-walc’h da ober eur zell war eur paour kez koz gwenn e vleo, hag ez a war-eün da gaout Lan.
— « Prins ar Vretoned ! emezi gant eur vouez ken dijipot ha pa vije o koms a berz Doue, hag he dourn astennet ganti war an tarsiou ; ema da dud ha da listri o vont da goll, hag e chomez aze mut. Perak ne c’halvez ket d’az sikour an Hini a zo han vet Stereden ar mor ! »
— « Ya, eme Lan, Rouanez an Nenv ! Bennoz Doue d’it, Odila, da veza digaset sonj d’in ez oun kristen ! »
Lan a Vreiz a gouez d’an daoulin, hag e holl Vretoned a ra eveltan. Sevel a reas e vouez da bedi kalounek Itron-Varia-Wir-Zikour.
O burzud ! kerkent ar mor a dav hag a deu da veza kompez, an avel a gouez : Mari he deus saveteat he Bretoned !
Ha setu an heol o para e leac’h ar c’houmoul du, ar pennou ken tenval bremaïk deuet da veza laouen ; ar c’halonou dare da fallaat a zo kennerzet oll, hag e weler ar vrezelourien oc’h en em vriata. Emaint o vont da welet adarre o bro !
Hag ar prins a hopas :
— « Odila ! Odila ! e peleac’h emaout ’ta ? »
Odila a yoa etre divreac’h he zad a lenve gant al levenez, ar paour kez barz ! rak, hep mar, da zonj vad Odila eo dleourien an dremenidi eus o zilvidigez ; ha setu m’ema, hen, paour kez koz, o vont da welet e goajou, e lanneier, e aochou muia karet. Koz eo, ar barz. Hoëlig, koz bras ; c’hoant en deus koulskoude e tregernfe c’hoaz Bro-Arvor gant e ganaouennou nerzus, e re ziveza.
– « Kanit d’eomp ’ta, Hoëlig, eur werz eus Breiz-Izel ! » a lavaras Lan oc’h harpa e vreac’h war skoaz koulz ha pa vije bet eur mignon d’ezan.
Hoëlig a vousc’hoarzas hag a reas eur zell korn ouz e verc’h. Houma a glevas hag a yeas a-gostez eur pennadig. Dizrei a reas prestik goude gant eun delen.
N’eo mui skanv bizied ar barz ; e vouez avat a zo c’hoaz nerzus. Endra ma kan he zad, Odila a c’hoari gant telen he zud koz. Hoëlig
4