Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Merc’h ar Barz
(TENNET EUZ ISTOR BREIZ)


————
I


An Normaned


Dourn Doue a skoe war Breiz-Izel.

O c’houzout pegement a zizunvaniez a yoa etre bugale vihan Nomenoë ha Riwallon, an Normaned a ziredas a-nevez da wasta hor bro baour.

Lan-ar-Meur n’edo mui evit stourm. Sturiou ar vro a yoa kouezet etre daouarn prinsed tamm ebet e tu d’he miret oc’h he enebourien.

Ar re n’o deus ket a nerz a-walc’h evit gouarn a gred, re alies, siouaz ! dont a benn eus o zaoliou dre grisder, hag el leac’h ma vije ezom hepken da veza nerzus ec’h eskinont hag e tarc’hoont taoliou disleal. Dre o c’homzou kasaüs, o oberou yud, an tri brins a gomzomp anezo a yoa deuet a benn da lakaat tec’het diouz o bro tuchentilou hag a viche bet eur skor vat evito eneb an dud gouez. Ha setu penaos e teuas an Normaned da gemeret an Naoned ha da gelc’ha Guerand, goude beza heuliet hep tamm diezamant ebet ster al « Loire » en he hed.

Eno e kavchont da stourm, en enep d’ar pez o doa sonjet. Hon skrivagnerien goz a lavar : « Sant Albin eo paëron Guerand ; gwelet eo bet war mogeriou kear, gwisket evel eur brezelekaēr ; stourm area e penn ar re gelc’het hag e promete d’ezo an treac’h. » [1]

Guerandiz a gred start hizio c’hoaz ez int dleourien da zant

Albin eus gounid o zud koz.

  1. Histoire de Bretagne, gant d’Argentré.