Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —


Eur miz goude Laouig-ar-Gernevez a c’houlenne beza digemeret e kouent vras Log-Maze-Penn-ar-Bed, savet adarre eus he foull. Beva reas eno eun niver bras a vloaveziou o skriva levriou evit gloar Doue. O veza deuet koz, e varvas hep beza gwelet diou wech ar manac’h gwenn, tennet d’ezan e ene gantan eus tan ar Purkator.


————