Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —


Daouzek paotrig bihan a gemere o ebat tost da foz an hent bras. Diskabel oant ha diarc’hen ; unan bennak anezo zoken a yea an avel dre o bragezeier hag eun tammig eus o roched fank. An heol o skei war o fenn a rea d’o bleo lugerni evel an aour.

Pa weljont eun « aotrou » o tont, ar vugale a lammas war an hent, a reas eun dresa d’o bragezeier hag a lavaras gant o moueziou lirzin :

— « Doue roho pennigo hag hoc’h hencho ! »

— « Deiz mat d’eoc’h, bihannigou ha d’hoc’h elez ! »

Gervel a reas gant e viz an hini a zeblante beza ar c’hosa eus ar vugale, eur paotrig a zek vloaz, lagadigou glas d’ezan, dihun ha dispont.

— « Pe hano ac’h eus-te, va faotr ? » emezan.

— « Tangi eo va hano, dre c’hras Doue, » eme ar paotr, dichek.

— « Ha da dad ? »

— « Tugdual. »

— « A ! Tugdual… an diwaller yer. Ac’hanta, bihannig, dont a rafez da zigas ac’hanon betek ti Fanch-Koz ? »

— « Fanch-Koz, aotrou ? Beziet eo bet da c’houel Nedeleg, bloaz a vezo bremaik. Ra vo Doue gant e ene ! »

Ar beachour a dennas e dok evit ober sin ar groaz.

— « Eun den mat oa, emezan gant tristidigez, hag eur c’hristen eus an dibab, madelezus e kenver ar paour. Ra blijo gant Doue hen loja en e varadoz santel ! »

Sec’ha reas an daelou a deue eus e zaoulagad, hag e lavaras adarre :

— « Kas ac’hanon da di Barbaig… »

— « Barbaig ? eme ar paotr o trouc’ha e gomz d’an den, n’anavezan nemet eur vaouez er Gernevez a gement a vije filhorez da zantez Barba ! »

— « Ya, mat ! d’he zi eo e fell d’in mont. »

— « Du-ma eo neuze, eme ar paotr, laouen e benn, rak Barbaig eo va mamm ! »

An diaveziad a bokas c’houek d’ar bugel hag a yeas war e lerc’h.

Ar paotr, dre ma kerze, n’ehane da zellet ouz an « aotrou » ; e gamaraded, evel just, a deue warlerc’h hep lavaret grik, hag a rea eveltan.

Digouezout a rejont dizale dirak eun tisoul nevez-flamm, plouz melen warnezan. Eur c’hardi azoare a yoa stag outan. Eun toullad yer a glaske o zamm boued war eur bern teil savet dindan ar gwez ; ha dindan ar c’hardi eun tri pe bevar gaz a rede an eil