Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

c’houezen a zivere dioutan, ar Breizad a yoa dihunet, gant eur waskaden boan e kreiz e huvre ; hage laoskas eur glemmaden hir, hogen, evel da hini hor Zalver Jezuz, den na reas van, den na dostaas da druezi warnan.

Asten a reas e ziwreac’h evel evit klask eun dra bennak da starda…

— « Na poan am eus !… Eur bannac’h dour !… Mamm !… Va mamm !… Koulskoude, du ze, er penn-all d’ar zâl, ez eus eun toull prenestr sklerijennet ; gwelet a reer a-dreuz ar gwer demezelled faro o vont hag o tont, o lammet, o c’hournijal ; gwechou, zoken, e weler anezo oc’h eva eun dra bennak… Douetanz ebet, an demezelled skanv deuet warlerc’h al leanezed a zo o frikota, ha n’ho deus ket amzer da veza wardro ar re glanv fiziet enno…

— « Aotrou Doue ! petra c’hoarvez ganen ?… Biskoaz n’em boa c’hoaz santet an dra-ze… Daoust hag erru eo ar maro ?… hep ma ve eur beleg… eur c’hristen em c’hichen… Mervel a rankin eta evel eur c’hi !!!… »

Hag e chach al linser dindan e ching, e tistaol anezi eur pennad goude, evit he chacha a-nevez gant e zaouarn glebiet holl a c’houezen.

E zaoulagad a zo o vont da veza goloet a goabren ; gwelet a raio prestik an eternite dre an nor a zo kornzigor dirazan ; hag e karfe gwelet eur beleg, e vamm pe eur mignon o starda kroaz Hor Zalver war e vuzellou prest da veza klozet evit atao. D’an ampoent koulskoude ar prenestig am eus komzet anezan a zigor eun nebeut hag e weler eun tammig demezel a zaou pe dri bloaz war ’n ugent, diskabel, dizolo he bruched, oc’h astenn he fenn dre an toull.

— … « O netra ! n’eo netra. Me gred eo ar 17 a zo o storlokat ! »

Hag e serras ar prenestr !

Dioc’h henvelidigez Per an Ermid.


————