Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —


— « Perak ive dont e kear d’en em c’hrevi ? N’edo ket gwelloc’h en e Vreiz-Izel, war ar meaz ?… »

— « Piou eo ? » a c’houlen unann-all.

— « Ar 17 o tizrei, bet « operet. »

Ar c’heaz den a zo en em roet adarre da gousket. Falloc’h falla eo livet, e zremm a zo distronket holl, e zaoulagad eat doun doun en o zoullou du gant an dersien, bep eur mare e tilamm en eun taol ; e gorf paour eo a zo o stourm ouz ar maro.

Ar c’hlanvour a zo aze astennet war e wele a boan, e-unan brema p’eo gwir eo eat kuit ar re-holl a zo wardro ar re glanv ; an noz a deu gant he zevalijen : poent ankenius a spount ar c’hlanvourien dre ma tosta an noz. Hir ha poanius eo d’ar re ne gouskont ket, d’ar re o deus tersien.

An den yaouank a zo bepred morgousket, hag ez eus war e vuzellou dislivet eun dra bennak evel eur mousc’hoarz.

Ya, kousket a c’hellez, paour keaz diskaret gant ar gear vras ! Seblantout a ra d’it marteze gwelet adarre kement tra ac’h eus dilezet, mont a rez dre armeaziou, ken anavezet ganez, klevet a rez, er pellder, kloc’h bras da barrez, eva rez leiz da galon c’houez dudius al lann hag ar balan e bleun war douar Breiz. Sell, setu ama ar wenojennig leun a heol hag a ganaouennou, a gas d’an iliz ; a-ze ema ar feunteun leac’h ma teu bep mintin ar merc’hed yaouank da wit dour… Pelloc’hik, du ze, setu ar moged o sevel eus eur siminal, eur prenestrig gant eur stalaf koat, aze eo out ganet ; aze eo he deus da vamm lakeat ac’hanout ken aliez war he barlen evit deski d’it da Bater ; atao ema-hi aze, hogen abaoue m’he d’eus bet da lizer diveza, n’he deus ket ehanet kalz da skuilha daelou c’hoero.

Ya, ya, kousk, asten bepred da huvreou a eürusted, azez war an oaled-se leac’h ma pije great gwelloc’h chom bepred, kemer adarre al labourou a reas gwechall ; keagant da dad da welet an hed melen o plega o fennou dindan an avelig, hag, en eur dremen, arabad e vezo d’it ankounac’haat mont da welet ar « Seur » Madalen, koz koz brema, a zavas da vamm hag a zeskas d’ezi beza dous ha madelezus ; kea da ziskouez d’az preudeur penaos e vez great eun ero…

— « O va Doue ! sec’hed am eus !… » Gleb dour gant ar

2.