prezenned, seurt loened vil ha digernez, henvel ouz aered viber. Tro-war-dro, ar pennou bras a gemer o flijadur o sellet ouz an dud keiz-ma, a skrij, a yud, a glemm, a c’houlen truez oc’h tud kaletoc’h o c’halonou en o c’hreiz eget ar vein a vreser war an henchou.
Sevel a reer doueou ha doueezed en enor d’an holl youlou fall. Ha neuze e teu ar bobl da zaoulina dirak ar skeudennou heuzus-se.
Setu perak n’eus reiz ebet ken evit an dud-ma. Diskennet int e renk al loened mut. An traou ar gwesta da lakaat ac’hanomp da ruzia gant ar vez a veze ledet a-wel d’an holl. Ne veze ket zoken taolet evez oc’h ar skouer fall a c’helled rei evel-se d’ar yaouankiz. Ha perak e viche great ? Daoust hag ar yaouankiz na dle ket kemeret he flijadur ? Evel a lavare n’eus ket pell rener eur gazeten, n’eus netra da guzat ouz ar vugale !… Erru eo warnomp tenvalijen ar baianed. Diwallomp !
Mat, en amzer-ze, ar sperejou a yoa ken gouliet eus eur penn d’ar penn-all d’ar bed, ma ’z ea klemmou an dud reuzeudik, ar sklavourien, ar re baour, evel eur gorventen a-dreus d’an ear.
Ar bed kez ! daoust ha chomm a ray da virviken er stad-se ken izel ha ken mezus ? Daoust hag an nerz, ar galloud a vezo bepred treac’h d’ar gwir ? Hag hen e vezo atao noz hep mintin ebet morse ?… ar c’hlac’har hep frealzidigez ?…
Salokraz ! setu ar bed koz o skrijal. Eun dra bennak a nevez a zo c’hoarvezet.
Klevet ez eus en nenvou moueziou eun arme a elez o kana : « Gloar da Zoue e barz an huel, ha war an douar peoc’h d’an dud a volontez vat ! » Eur bugelig a zo nevez-c’hanet e kraou Betleem o tigas leun e zaouarn a levenez hag a beoc’h.
Her gwelet a reer ; e vousc’hoarz, henvel ouz eur bann-heol, a zo peadra da zizec’ha an daelou ha da domma an eneou…
Kreski a ra, a nebeudou, evel ar vugale-all ; hag ez a da brezek e Aviel d’an dud dizesk, a deu a vandennadou war e lerc’h evit klevet e gomzou souezus… « Eürus ar re baour ! Eürus ar re a zo glan o c’halon ! Eürus ar re a ouel ! Eürus ar re o deus poan da ziwaska !… » Biskoaz kement all n’oa bet klevet betek neuze.
Ouspenn-ze, hada a ra ar burzudou kaëra dre gement leac’h ma tremen : Ar re glanv a gav ar yec’hed; bruzuna a ra chadennou ar sklavourien ; deski a ra d’ar pinvidik karet ar paour ; digeri a ra eun hent e c’hello an holl hiviziken tremen dreizan : ar vuez kristen.