Koms a reer kals hizio enep an Iliz kalolik.
Prezegerien diboel ! a lavar d’al labourerien e c’heller tremen hep relijion : « Ar Relijion, emezo ! eun dra uzet. Hiviziken an dud a spered, an dud a zeskadurez, a leunio o c’halonou gant ar Wiziegez ! Ar Relijion a yoa mat gwech-all, marteze ; mez hizio ni a felf d’eomp mont war-raok. »
Evel se ’ta, war o meno, ar relijion na dalv da netra. N’eo ket dies d’in diskouez pegement e fazi an doktored nevez-ma. Hag evit kement-se, taolomp eur zell war doare ar bed a-raok donedigez Hor Zalver, ar sklerijen skedus-se a baras er zav-heol.
Ar bed-oll a yoa beuzet en holl dizursiou.
An dud a ankounac’hae pe na ouient mui o doa eun ene hag a en em roe d’an holl dechou fall. evel al loened lousa. Tamm karantez ebed etrezo : pep hini a jache d’e du, gwas a-ze d’ar re n’hellent ket tizoul ar c’hargou. Ar warisi, ar gasoni, ar c’hrizder, a rene e kalonou ar pep brasa eus an dud.
Ya, ar c’hrizder a rene war ar bed e vel eur rouanez vras. Lavaret e viche e oa serret ar c’halonou ouz pep teneridigez. En tiegeziou zoken n’en em gleved ket. Pa gaved dies gwelet unan bennak, netra easoc’h eget rei d’ezan taol ar maro hag e gas evel-se da welet e dud koz, evel a lavarent.
Er C’hres kouls hag e Rom, pa na blije ket ar vugaligou d’o zud, ar mammou o-unan a zanke ar gountel enno, pe o zaole d’an traon a c’horre eur grec’hen sounn. Kartajinezed a zeue anezo o-unan da deurel o bugale en tantadou tan enaonet dirak skeuden an doue Molok.
Ha ma kaver kement a grizder en tadou hag er mammou, piou a lavaro d’eomp peoaos e rea ar priejou, ar vistri ?
Ama e welomp mogeria eur wreg war an disterra digarez.
Pelloc’h, setu sklavourien taolet noaz en eul lenn leun a lam-