Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 155 —

vras eus-he buez o pelerina, hag a deuas da vervel, ar bemped a viz gouere 1881, e leandi Itron-Varia Sion pe an Ecce Homo, e Jeruzalem. Meur a wech oa bet o welet Itron-Varia-Wir-Zikour, Itron-Varia-’r Folgoat ha Santez Anna-Wened. Bet eo ive e Lourd, e Ars, e Paray-ar-Monial, e Fourvier-Lyon. Betek Rom e falvezas d’ezi mont, ha gwelet a reas ar Pab santel Pi IX, a roas d’ezi eur vedalen. « E Vreizadez vihan » a rea anezi.

Jeruzalem zoken a gave Gabriella na oa ket re bell eviti ; diou wech e kavas an tu da vont di. Paour oa ; mes pedi a reas kement an aotrou Doue, ha kement a fizians he doa en e vadelez, ma tanzeas (preparas) d’ezi, en eun doare burzudus, ar pez he doa ezom evit heuilha he mennoz santel.

Ar pez a reas d’ezi distrei eun eil gwech da Jeruzalem eo ar c’hoant da veva en eul leac’h klos bennak eus ar Gear Zantel ha da vervel eno.

An tad Ratisbon, saver leandi Sion, a reas kleuza eviti, eur peniti war ar Menez Olived en eul logel douar a yoa d’ezan, hag, ar 7 a viz mae 1881, e vennigas anezan dirak leanezed e leandi hag e verc’hedigou emzivad.

Eno e vevas adalek neuze hor c’henvroadez santel o pedi Doue hag oc’h ober pinijen : evit gwele n’he devoa nemet eun arched. Gant ar maro e vije alies he spered, dre ma wele dalc’hmad dirazi ar berejou a c’holo pladen ar menez a-du gant traonien Jozafad.

He lochen a yoa ken henvel ouz eur bez ma tostae d’ezi ar bleizi-noz o sonjal kaout enni danvez eur pred mat. Eun nosvez bennak, sklear al loar e bolz an nenvou, e kane, a greiz kalon, kantik ar baradoz « Jezuz pegen bras e », pa welas eur bleiz o tont d’he c’hae, daoulagad spontus en e benn. — « Kea kuit, bleiz bihan », a lavaras i d’ezan goustadik ha dispont ; hag al loen gouez o tec’het dioc’htu.

Da hanter even ez eas Gabriella d’ober eun dro betek Betleem. En eur zistrei e kouezas klanv e leandi Sion Jeruzalem, ha gwall glanv zoken. Eno e varvas evel eur zantez, d’ar 5 a viz gouere, d’an oad a 42 vloaz, hag eno, hervez he c’hoant, e oe douaret, en eur c’hao a zo dindan goareg an Ecce Homo.

P’emaomp brema dirak he bez, daoulinomp warnan ha greomp eur beden eviti. C’hoant am bije kentoc’h da lavaret d’eoc’h : « Pedomp anezi ha goulennomp diganti ma kouezo bennoz an aotrou Doue war he c’henvroiz eus Breiz-Izel, ma vevfomp holl evelti en e zoujans ha ma’z aimp holl daveti da Jeruzalem an Nenvou ! »

(An Ao. Abad Le Clerc, Ma beaj Jeruzalem).