arc’hant-ma ; gwelet a rit an hostaleri a zo du-ze ? It betek eno, ha debrit ar pez a raio vad d’eoc’h. Goulen a reot goude e peleac’h e kemerer kar an hent-houarn : n’ema ket pell. C’houi a gemero hag a baeo eur bilhed « trede » betek Rom ; hel lavaret a ran d’eoc’h, mar n’it ket buan ha war eün e tigouezot divezat ha n’hellot ket gwelet ar pab… »
« A-veac’h oan deuet adarre ennon va-unan m’oa eat an divroad diwar-wel ; n’em boa ket bet amzer zoken da c’houlen digantan na piou oa, na penaos en doa gellet gouzout ez ean da Rom da welet ar pab. Sevel a ris, deuet oa d’in eun tammig nerz o tiskouiza… »
Gabriella a heuilhas ali an den madelezus : mont a reas ker brao an traou ganti ma tigouezas e Rom antronoz vintin. Lavaret a rea goude ze :
— « Gwelit, itron, me ne doun nemet eur plac’h baour ; n’ou zoun petra sonjal na petra lavaret eus an traou-ze holl. Den koulskoude na deuio a-benn da ober d’in diskredi oa an den-ze sant Joseph e-unan digaset gant ar Werc’hez da roi dourn d’in ! »
Eun nebeut bloaveziou a-c’houdevez, Gabriella ar Yeoded a yoa e Jeruzalem, leanez.
Gloar da Zoue e bar an Nenvou ! hag enor war an douar d’e zervicher mat hon Tad Santel ar Pab Pi IX ! Ra lucho e zantelez sklear hag anat dirak an holl evit ma vezo lakeat dizale gant an Iliz e renk ar zent !
Karantez hag anaoudegez vat peurbadus d’ar pab bras a garie meurbed ar Vretoned.
- (Histor wirion tennet diwar La Croix).
Kredi ran e rai plijadur d’am c’henvrois gouzout eun dra bennak ouspenn eus buez Gabriella ar Yeoded. Abalamour da ze e kemerin e levr an Ao. Clerc, « Ma beaj Jeruzalem », ar pez a zo ama varlerc’h.
Bez eur Vreizadez : Gabriella ar Yeoded. Keit ha pemaomp ama vel sebeliet dindan an douar ha dindan goareg (arc) an Ecce Homo, n’ema ket, a dra zur, va lennerien en gortoz e komsfen d’ezo eus o bro Breiz-Izel. N’hallan ket tremen hep hen ober koulskoude.
Eun nor hepken hon deus da zigeri ha setu ni dirak bez Gabriella ar Yeoded.
Brema ’z eus ugent vloaz ez oa brudet an hano-ma en hor bro, ha dreist-oll e Lanuon.
Beza oa eur plac’h santel eus Verlewene, a dremenas eul loden