grede ket roi d’ezi an aotre da vont en hent. A-benn daou vloaz koulskoude en doa great e zonj, hag e lezas ar wreg da heuilha he youl santel. Koueza reas klanv e Roazon. Digemeret e oe en unan eus gwella tiez kear, ha roet d’ezi kement he devoa ezom. Pa oe pare a-walc’h ez eas adarre gant he hent, hag e tigouezas e Rom c’houec’h miz goude.
Edo eta e kear benn an Iliz katolik. Eun dra hepken hiviziken a nec’he he spered : penaos dont a benn da welet ar pab, « he fab », evel a lavare.
— « A ! aotrou, emezi, hizio vintin eo oun digouezet e Rom. Klevet em eus lavaret e vezo varc’hoaz digemeret ho pelerined digant ar pab. Me ho ped, en hano ar Werc’hez, lezit ac’hanon da vont ganeoc’h !… O ! me ho ped, bezet truez ouzin !… Ouspenn ze, emezi, a vouez izel, me c’hoar mat ne welin morse an Tad santel mar n’her gwelan varc’hoaz. »
Pa lavare ar c’homzou-ze, me c’hoar mat, eul luc’heden souezus a dreuzas he zellou, hag hi ha diroll da ouela kerkent ha m’he devoa echu he c’haoz.
Aotrou Montergon ne jome mui karten ebet gantan : ker skoet e oe e galon o klevet prezegen ar Vretonez, kement e seblante houma lavaret ar wirionez, ma’z eas ganti da iliz Sant-Per. Kenta a gavas eno oe dres an Ao ’n Eskob Macchi.
— « A dra zur, emezan, goude beza klevet ar pez a zo uhelloc’h, ar Vretonez vat he devo he goulen. Ken kaer e kavan ar pez hoc’h eus lavaret d’in anezi, m’hen displegin ive ember d’hon Tad Santel. »
Ar Vretonez vihan a yoa, antronoz, e penn ar strollad pelerined digemeret gant ar pab : he daoulagad a vezo da genta o para war « he fab.» Pa deu Pi IX er zal, douget war e gador, e vennoz kanta a zo eviti, hag e lavar gant kalon : « A ! setu aze va Bretonez vat ! » Piou a lavaro pegen skoet e oe he c’halon ha pegen bras e oe he eurusded !…
Pa welas Gabriella ar Pab, eun dra bennak nevez a dremenas en he c’hreiz, evel m’hen anzavas eur pennad goude da itron Montergon, deuet ive da Rom gant he fried :
— « Gwall reuzeudik ez oan ha meurbet ankeniet ! emezi. Bez em boa abaoue meur a vloavez eun dra bennak evel lorgnez o c’holo wa c’horf hag am debre oc’h ober d’in gouzanv eur verzerenti gris. Ar vedisined a c’halve an dra-ze « exema », hini ebet anezo avat na c’helle roi d’in an disterra didorr em foaniou. N’em boa mui nemet va dremm ha va daouarn a gement ne vijent ket krinet. Taolet hoc’h eus evez marteze pegen uhel ez oa kolier va