Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Eur Vretonez pareet gant Pi Nao


————


Edod er bloaz 1877, eun nebeudig miziou a-raok maro ar pab santel. Aotrou Montergon a yoa e Rom gant eur pelerinach eus ar Poatou. Nevez bet oa o kaout an hini a dlie beza prestik goude ar c’hardinal Macchi evit en em glevet gantan diwarbenn an doare ma vije digemeret ar belerined gant ar pab, antronoz.

Pelerined an aotrou-ma, i hepken, o doa urz da vont en deiz-se dirak ar pab, rak Pi IX n’oa ket yac’h d’an ampoent, hag ez oa red miret outan d’en em skouiza re. Houma oe an diveza gwech d’ar belerined da veza digemeret en doare ze.

P’edo Ao. Montergon o tont eus an hostaliri ’leac’h ma tis kenne, eur vaouez a renk izel, « eus Bro-C’hall », emezi, deuet da Rom ganti he-unan, a c’houlennas outan’an aotre da vont an tronoz da welet ar pab.

Ar c’houlennerien hag ar goulennerezed evel houma a zo ana vezet mat gant ar re a zo e penn ar pelerinachou, ha n’eo ket me a gavo abeg enno ma teuont d’o c’has kempennik da vale diwar o zro.

Ar vaouez-ma na oe ket kaset da vale koulskoude ; he doare vat a bedas eviti d’ar c’henta taol lagad great warni : paour oa, na bras na bihan, treutik ; roet e vije d’ezi daou-ugent vloaz. He dilhad o doa great o amzer, kempenn oant avat.

E berr gomzou, gant eur vouez lentik mes leun a fizians, e tisklerias he buez d’an aotrou. Eus Breiz-Izel oa, ha Gabriella ar Yeoded a read anezi, ganet e Lanuon, el leac’h ma veve diwar boan he diwreac’h war an neza.

Savet oa c’hoant ganti pell a yoa da vont da welet ar pab Pi IX. N’helle ket herzel gant ar c’hoant se, ha mont a ranke, koustche pe goustche, ha goude ma vije red d’ezi mont war droad betek Rom, o veva diwar an aluzen, evel en doa great sant Benead Labr. He c’hovesour a viras outi da zeveni he mennoz, o veza ne