Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 149 —

houma a hastas daou-hanteri anezan. Hogen, kerkent e kouezas eus ar bara torret eur maread peziou arc’hant nevez flamm. Ar wreg paour a oe lakeat nec’het hag a lavaras d’he mab :

— « Kea buhan, mab paour, da gas an arc’hant se d’an Aotrou ; marvat eo bet kouezet etouez an toaz hep na ouije den. »

Fanchig a zentas ouz e vamm ; hogen an aotrou karantezus a lavaras d’ezan kerkent : « Nan, nan, va mignonig, n’eo ket dre fazi eo ho peus kavet arc’hant en ho para. A ratoz kaer eo em eus hen lakeat er bara bihanna, rak doueti a rean ezaje adarre ganeoc’h. C’hoant am eus bet d’ho tigoll. Chomit ato fur ha modest evel ez hoc’h hizio : an nep a gav gwelloc’h gedal al loden vihanna, eget en em ganna evit kaout an hini vrasa, a c’hell gedal grasou kae. roc’h eget eur bara great e gwirionez gant arc’hant.


IX. — Na gasit ket da varc’hoaz…


Eun dervez ma’z oa brao an amzer da labourat er parkeier, Yann Lezirek a yoa kroaziet e ziwreac’h gantan hag a lavare : « Mat, red e vezo d’in mont varc’hoaz da c’hounit va ed, pe n’em bezo eost ebet, dizale e vezo divezat. Antronoz e sav eus e wele kerkent ha goulou deiz hag edo o vont da sternia pa deuas eur mignon da bedi anezan da vont da leina gant e dud. Chom a ra eur pennad da ober e zonj, hag e lavar mont : « Eun dervez divezatoc’h, emezan, ne vezo ket bras ar c’holl, varc’hoaz me a labouro, hep mank. »

D’an trede dervez, an heol oa savet pell a yoa, ha Yann Lezirek a jome atao stag e benn ouz ar plueg ; poan vleo ha poan stomok en doa o veza m’oa bet mezo en derc’hent ; hag e lavare : « Diskuizomp hizio, ha varc’hoaz vintin abred ni a labouro. »

Antronoz, an amzer a yoa troet e dour, ma oe red adarre da Yann Lezirek chom wardro ar gear.

D’ar pevare dervez, an amzer a yoa brao, ha Yann en em gave e tu da vont d’e bark ; siouaz ! e varc’h, hen, n’edo ket e tu da labourat, ha ne vije ket zoken a-raok tri dervez.

Pa oe pare ar marc’h, ar mestr a yeas da genta da eur foar, hag antronoz da eured unan eus e gerent.

Mont a reas an traou en hevelep doare m’oa tremenet ar mare da hada pa ’z eas d’ar park, hag evel just, abalamour da ze n’en devoe nemet eun eost truilhek.

Dont a reas skiant d’ezan diwar e goust.

Na c’hedit ket an dervez varc’hoaz evit ober ar pez a c’hellit hizio,