Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —

zav ! na stris, na meinek eo an hent ! Aon am eus da goueza o vont dre ama. »

— « N’ho pezet nep aon, a lavaras an den yaouank koant ; me ho tougo etre va divreac’h, en aoun ne deufe, ho treid da steki ouz ar vein. »

— « Ha me, pa ho pezo naon, me a roio d’eoc’h eus va bara. »

An eal (an den yaouank a yoa eun eal) a gemeras anezi etre e zivreac’h, hag e pignjont gant an hent stris ha meinek betek m’errujont dizale gant dor wenn rouantelez ar bed-all. Jezuz-Krist e-unan eo a deuas da zigeri, tad ha mamm ar verc’hig vat gantan. An nor-ze oa dor ar baradoz.

An eil c’hoar a zigouezas ive prestik goude e kichen eun nor. An nor-ma na zigore ket war al leac’h m’edo ar bugel karantezus o tanva eul levenez hep he far, gant he zad hag he mamm. Kas a rea di ive, gwir eo, hogen, na tenn oa brema an hent he devoa da ober a-dreuz an drez, ar spern, ar vein, hag an tan ! An nor ze oa dor ar purkator.

Hag ar c’hoar gosa, an hini he devoa eur galon ken kalet, an hini na fellas ket d’ezi roi eun tamm bara d’ar paour a c’houlenne en hano Jezus-Krist, n’em beus ket ezom da lavaret d’eoc’h e peleac’h edo pa zigoras eviti ha pa zerras warni dor rus-glaou ar bed-all.


————