Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —

d’he zro gant an den yaouank a yoa en e zav e-hars ar groaz ; gwelet ha klevet en doa adarre pep tra.

Evel he c’hoar e oe nec’het o kaout tri hent dirazi.

— « Livirit d’in, mar plij, Aotrou, pehini eus an tri-ma eo hent ar bed-all. »

— « O zri e kasont d’ar bed-all, eme an den yaouank gant tristidigez. Kemerit an hini a zo a zeou, n’ho pefe ket a-walc’h a nerz-kalon evit mont gant an hent stris. Kaout a reot dor wer ar bed-all e penn an hent a ziskouezan d’eoc’h. »

Hag ar plac’h yaouank a yeas a-zeou ; eun tammig muioc’h a zisken a yoa, hag an hent n’oa ket ker koant hag hini an tu kleiz, n’oa ket re zieas evelato.

D’he zro, ar c’hoar yaouanka a yoa digouezet gant ar paour koz azezet.

— « Ho pezet truez ouzin ! a lavaras-hen ; koz oun ha kabac’h, hag ouspen-ze naon am beus ! »

N’en doe ket ezom da lavaret diou wech. Ar verc’hig vat a grogas er bara a yoa ganti dindan he c’hazel hag a ginnigas anezan en e bez d’ar paour.

— « Re eo an dra-ze, va merc’hig, eme an den koz, eun tammig bihan hebken, n’em beus ket ezom muioc’h. »

— « Nan, emezi, kemerit an hanter. O roi anezan d’in, va mamm he deus lavaret ranna gant ar paour abalamour, emezi, ar paour eo hor breur, abalamour m’ema Jezuz-Krist o chom dindan truilhou ar paour. »

Hag e torras an tammig bara e daou, o roi goude al loden vrasa d’ar paour koz.

An den yaouank a yoa e kichen ar groaz en doa gwelet ha klevet pep tra.

An hini vihan a oe ken nec’het hag he c’hoarezed o welet tri hent dirazi ; hag e c’houlennas digant an den yaouank :

— « Livirit d’in ’ta, mar deo ho madelez, pehini eus an tri hent-ma eo a gas d’ar bed-all. »

An den yaouank a vousc’hoarzas hag a lavaras :

— « An tri hent-se, va bugel, a gas d’ar bed-all. Hogen, kemerit an hini kreiz, an hini a zo eün gant ar groaz. Er penn pella anezan e kavot dor wenn ar bed-all. »

— « Eno eo ema va mamm, n’eo ket gwir ? Emezi ; c’hoant bras am eus da vont d’he c’haout. »

— « Ya, va bugel ker, eno ema ho mamm, hag ive ho tad hag an Aotrou Doue. Eno emaint o c’hedal ac’hanomp. »

— « O ! mont a ran buan neuze, emezi… Na tenn e oar