Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Troiou kamm great gant al Louarn d’ar Bleiz


————


Ar bleiz a oe paket eun dervez a oe en eur griped, ha kaer en doa ne c’helle ket kaout an tu da vont kuit.

Eun ejen en em gavas da dremen dre eno.

« Tenn ac’hanon ac’halen, eme ar bleiz gant eur vouez truezus, tenn ac’hanon. Me eo roue ar bleizi ha ma rez d’in ar vad a c’houlennan diganez, e virin ouz kement bleiz a zo d’ober droug d’an ejenned. »

An ejen, ne zonje nemet er vad a c’helle ober, a vann kuit gant e gerniel ar gavell a yoa o c’holo ar bleiz ; hag evel-se hema a c’hell lampat er meaz eus e doull.

Mes ar bleiz a yoa du gant an naon, hag a zavas c’hoant gantan da laza an ejen.

— « Hola ! avat, eme hema, deomp da gaout eur barner ; ne yelo ket an traou evel-se ! »

Hag i en hent, ha digouezout ganto Alanig al louarn.

« Ata, eme Alanig, da beleac’h ez it evel-se ho taou ? »

— « Ha ! eme an ejen, eun tamm trouz a zo savet etre-zomp. Ar bleiz ama a yoa en eur griped, m’em beus tennet ar gavell kuit ha roet tro d’ezan da zont er meaz ; ha goude ar vad-se, e fell d’ezan va laza. Petra zonjit war an dra-ze ? »

— « Ne c’hellan ket, eme Alanig, roi eur varnedigez ama, red eo d’in mont war al leac’h, abalamour d’in da anaout gwelloc’h penaos eo tremenet ar stal etre-zoc’h. »

Mont a rejont eta war o c’hiz.

Bleiz ha louarn biskoaz n’o deus gellet en em ober kaer hardis

Pa zigoueschot war al leac’h, Alanig a lavaras d’ar bleiz :

« Disken adarre en toull, ma vezo gwelet ! »