mamm, an eil a zec’he he daelou, ar yaouanka a ouele hag a bede.
Antronoz, a-boan m’oa diskennet ar c’horf er bez, setu perc’hen an ti o tont da c’houlen e c’houel-mikel.
— « N’hellit ket chom ama, emezan d’ar merc’hed ; ho mamm n’he deus ket paeet he gouel-mikel. Red e vezo d’eoc’h eta mont er meaz. »
Ha setu ar merc’hedigou lakeat nec’het bras, n’ouient da beleac’h mont.
— « Deomp atao, eme ar yaouanka ; ni a c’houlenno hent ar bed all, hag ez aimp da gaout hor mamm. »
En em glevet a rejont etrezo evit ober evel-se, hag hi da zastum ar pezig o devoa.
Ar bara roet gant ar vamm a yoa chomet war an daol. An tri bara n’oant ket ker bras ha ker bras.
Ar gosa eus ar merc’hed he devoa great eur zell korn hag he devoa gwelet ment an tri bara ; kemeret a reas dijipot an hini brasa.
An eil a yoa o vont da ober ar memes tra ; kas a rea he dourn d’an dorzig vrasa a jome ; hogen, sevel a reas evel mez ganti, hag e kredas hebken ober warnan eur jachaden, evel pa vije dizeblant.
Al loden lezet gant ar yaouanka n’oa ket tre henvel oc’h an hini a roas Joseph d’e vreurig Benjamin ; hogen, ar bugel na daolas ket nemeur a evez hag a gemeras ar pez a jome.
O veza sammet ar pez o doa gallet kaout evit o beach, setu an teir baotrez o vont er meaz eus an ti.
Hag ez eant, pep hini evel ma’z oa tuet, buhanoc’h an eil evit eben. Ar gosa a yoa he spered ganti he-unan, mall bras he devoa da danva pelloc’h ar frankiz ; an eil n’oa ket nec’hetoc’h gant he c’hoarezed, hag an drede a yoa gant he mamm hag an aliou fur he devoa roet araok kimiada diouto. Hag evel-se, hep taoler evez a-benn eur pennadig ez oant eat pell an eil diouz eben ; ar gosa a ya da genta, an eil gosa da c’houde, hag ar yaouanka da ziveza. Evel ma ’z oa kalz tro gant an hent, ar c’hoarezed a rea ar memes hent hep en em welet.
E penn an hent-se ez oa eur groaz vras astennet ganti he divreac’h evel evit lavaret d’an tremeniad : Chomit a-zav. Pelloc’hig ez oa tri hent : unan a ziskenne a-gleiz, egile a yea kompes a-zeou, hag an trede a yoa sav gantan ; an diveza-ma a yoa war-eün adre kein ar groaz.
Hag ez oa eun den, eun den koz bras, azezet e kichen an hent a rea ar merc’hed ; pelloc’h, ez oa eun den yaouank e-hars troad ar groaz, e penn an tri-hent,