Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/11

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



TRI HENT AR BED-ALL


————


Eur vamm baour a yoa war he zremenvan. Teir merc’h he devoa, ar gosa a c’helle kaout seitek vloaz. Gervel a reas anezo e-tal he gwele a varo,hag e komzas outo evel-hen :

— « Va bugaligou ger, emezi, echu eo va amzer ganen,hag e vezo red bremaik dispartia diouzoc’h. Doue am galv da vont da gavout ho tad. Ar pez a ra ar muia poan d’in eo dilezel ac’hanoc’h pa ’z hoc’h c’hoaz ker yaouank, ha lezel ac’hanoc’h paour glez, hep harp na difen war an douar-ma. An hini a ro o magadurez d’al lapoused hag al liou d’ar bleun er prajeier, n’ho tilezo morse, mar chomit fur. Digas a rai eun eal da ziskouez d’eoc’h an hent. Pedit Doue eta kalonek pa vezin eat eus ar bed-ma ; ya, pedit anezan alies, hag evit ma sello ouzoc’h gant madelez, dalc’hit sonj mat euz aliou ho mamm. N’em beus mui a-walc’h a nerz evit chom pell da goms ouzoc’h ; setu ama eta e ber gomzou va aliou diveza. En em garit atao etrezoc’h, ha grit dalc’hmat d’ar re all ar pez a garfac’h a ve great d’eoc’h hoc’h-unan. Hounnez eo an doare wella, an doare hep hini-all da blijout da Zoue, hon Tad d’eomp holl… Ha brema, va bugaligou, tostait ama an tri bara diveza-ze am eus aozet evidoc’h. Ya,ar re diveza int. Kemerit pep hini ac’hanoc’h unan anezo, ha grit implij vat gantan. Bezit piz warnan, arabat e vezo d’eoc’h avat chom hep roi d’ar paour ouz e naon. Ar paour a zo ho preur : ar paour eo Jezuz-Krist e-unan. Ranna a rai ganeoc’h e rouantelez mar rannit hoc’h-unan ho para gant ar paour. D’ar rouantelez-se eo ez an, va bugale ; eno e vezin oc’h ho kedal. Arabat e vezo d’eoc’h ankounac’haat an dra-ze pa ho pezo da c’houlen hoc’h hent evit dont betek ennon. »

Ar vamm gristen a roas he bennoz d’he merc’hed hag a varvas goude beza erbedet anezo eur wech c’hoaz ouz an Aotrou Doue.

Ar vugale a jomas penn-da-benn an deiz e-bars gwele ar maro. An hini gosa a zeblante beza lakeat nec’het gant maro he