Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —


— « Ra vezo deuet mat em lez ! eme Roue ar rouaned. Ouz he gwelet ken gwenn, ha dioc’h ar stereden aour a zo war he fenn, me a wel mat eo bet sklerijennet gant da bried, ô Spered ! ha dioc’h ar groaz rus a zoug war he c’halon, me oar e teu a-berz an hini n’ez eus netra ha na rofen d’ezan. »

Goulen ar paour kez skrivet e lizerennou aour war galon ar gannadez a lugerne evel an heol en e vrasa sked, endra ma komze ar roue : « Me hag a zo reuzeudikoc’h eget ar prenv-douar, me, da sklavour, a deu, ô Roue ar rouaned, da c’houlen diganez eul loden eus da rouantelez. »

— « Kannadez an den, a lavaras neuze Roue ar rouaned, kea da lavaret d’ar paour e roan d’ezan hervez e c’houlen. »

Hag endra m’edo ar paour kez e-unan, o c’hedal e-harz ar menez, setu eun avelig dous ha nerzus o kregi ennan, o tibrada anezan dioc’h an douar, hag o vont primoc’h eget ar zonj d’hen kas betek treid kador ar roue. Edo eno ive azezet, e kichenik, an itron hon deus komzet anezi, atao ar bugelig koant ganti etre he di wreac’h.

— « Hen touet am eus, a lavaras Roue ar rouaned, selaou a ran bepred ar goulen a vez great ouzin en hano va Mab. Deus eta, ô tammig poultren, deus da ren asamblez ganen ! »

Ha setu en eun taol kount hon den azezet war eur gador a roue, eun nebeudig izelloc’h eget hini ar Mestr ; war e ziskoaz ez oa eur vantel rus a rea an dro d’ezan, ha war e benn, eur gurunen eus ar c’haera

......................................................................................................

Setu echu ganen va rimadel, aotrou person, » a lavaras va mamm-goz.

— « Ar gontaden-ma, eme an ao. person, a zo eum tamm bennak henvel ouz ar re a zisplegan va unan eur wech an amzer er gador-brezeg, nemet ne steuan ket anezo ker brao. Seblantout a ra d’in evelato, Madalen, hoc’h eus ankounac’heat eun dra bennak. »

— « Petra ’m befe ankounac’heat, ao. person ? »

— « Sellit, n’hoc’h eus ket han vet d’eomp an Itron hag he Mab, ar bugelig-se ker koant ! »

— « A ! Aot. person, an dra-ze n’eo mui ar rimadel, an dra-ze eo ar gentel pe ar frouez da denna diouti. »

— « Dres, Madalen ; ar gentel, evel a livirit, eo ar frouez diblusket, dare da veza debret. Ac’hanta, ama ez eus eun toullad paotredou ha na c’houllont ket gwell eget dibri kraon, dreist-oll pa vezont torret d’ezo. »

— « Ar c’hraon, aot. person, a vije kavet gwelloc’h, hep mar ebet, mar ho pije ar vadelez da derri anezo hoc’h unan. »