Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/105

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 95 —


— « Peadra d’en em wiska hervez mareou ar bloaz ? »

— « Muioc’h c’hoaz ! »

— « Eul lochennig d’in va-unan ? »

— « Muioc’h c’hoaz ! »

— « Eur maner bras marteze gant kalz douarou stag outan ? »

— « Muioc’h c’hoaz ! »

— « Eur c’hastell leun a binvidigeziou ? »

— « Muioc’h c’hoaz ! »

— « A ! re bell ez an, evelato, pa zonjan. Bremaik, Itron, e leverot d’in, kredabl, e c’hellan goulen digant ar roue ranna ganen e rouantelez ? »

— « Ya da ! » eme an itron.

— « A ! Itron ! eme ar paour, emaoc’h oc’h ober gwap ! »

— « Nan, emezi, n’emaon keto wapaat ; goulennit gant fizianz hag e welot. »

— « Mont a ran dioc’htu, » a lavaras ar paour kez. Hag hen o koueza kerkent d’an daoulin, e benn harp en douar ; hag o veza lakeat war e galon an tammouel gwenn brodet warnan eur stereden aour, e lavaras : « Me, Aotrou, hag a zo reuzeudikoc’h eget ar prenv-douar, me hag a zo du va dent gant an naon, a zo en noaz, gwall-gaset gant an holl, paour ken n’am eus ket eur mean da harpa va fenn, me, da sklavour, a deu hizio da c’houlen diganez eul lodennig eus da rouantelez.

N’en doa ket lavaret mat e gomz diveza pa zilammas eus e zourn an tamm ouel gwenn en doa bet digant an itron. Gwelet a reas anezan o sevel, evel douget gant diouaskell eul labous. War e dal ez oa eur stereden aour ; war boull e galon edo goulen ar paour kez skrivet e lizerennou aour, ha war e galon, an arwez rus en doa great ar bugel warnan e-unan.

— « Me eo, eme ar goulmig, (mar kirit), me eo an hini a gas, evel eur gannadez, goulennou ar reuzeudig da roue ar rouaned. Petra livirit d’in ober ? »

« It eta ! » eme an den.

Mont a reas primoc’h evit eul luc’heden ; ne oe ket pell o kripat da c’horre ar menez uhel ; mont a reas dreist an teir moger a rea an dro d’ar maner bras ; ar gwardou souezet a hop warni ; an doriou alaouret a zigor frank dirazi anezo ho-unan. En doare-ze eo ez eas ar gannadez hep beza harzet gant netra na gant den betek al leac’h m’edo ar roue doujet. Roue ar rouaned a yoa azezet war eur gador great gant eur mean a briz bras. Eur goulm wenn kurunet a blave a-zioc’h e benn, hag ar goulm-ze a zeblante ober nemet unan gantan.

— « Aotrou, a lavaras ar goulm kurunet-se, setu ama kannadez ar reuzeudig. »