Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/75

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

wreg ha d’e vab. Ya, evit kaout hor Mestr nevez ganet, ez ejomp da gaout ar roue-ze a zo bet lavaret anezan e oa gwell beza e benmoc’h eget unan eus e gerent. »

— « Her gouzout a ran mat sur. »

— « Gouzout a rit ive ne oe a-walc’h evidomp stoui d’an daoulin dirak ho Mab Jezuz hag e klnnigjomp d’ezan ar pez hon doa a bindivika… »

— « Me a roas aour ! »

— « Ha me eur voestad ezanz. »

— « Ha me eur c’hasedad mir. »

— « … Arc’hanta ! daoust ha brema, p’emaomp o vont da ober ar gouel kaer a zigas sonj d’eomp eus an deiz brao-se, ha pa ’z omp deuet eus a geit-all d’en em zizober eus hor madou, daoust ha ni a jomo da zellet oc’h an aotronez pastored eat ganto peb a oferen ?… »

— « Ha petra ra d’eoc’h beza ken kounnaret ?… Me ne welan kel kaer perak… Asa ! asa ! petra hoc’h eus-hu goulennet diganen ? »

— « Netra, Aotrou Doue !… Hogen… »

— « Petra c’hoantaït ? »

— « Eun oferen. »

— « Mat, eun oferen a roïn… Goude beza roet diou e c’heller rei teir ; ha neuze, Nedeleg n’en em gav nemet eur wech ar bloaz… Ha pegouls e fell d’eoc’h kaout hoc’h oferen ? »

— « E-kreiz an deiz… Eun oferen-bred eus ar grana, a vo tri beleg oc’h he lavaret, tri beleg gwisket a aour lugernus, hag e vo klevet enni an ograou oc’h ober gwech eun trouz kurun, gwech o rei ton ar c’haera kantikou Nedeleg. »

— « Mat ! mat ! hoc’h oferen ho pezo, oferen an