Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/76

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —

heol. Tri beleg a vezo oc’h an aoter gwisket ganto o dilhajou kaera. An ograou a roio ton

Petra zo fenoz a-neve
Ma’z eus kalz a dud war vale ?

Hag a-walc’h eo ? »

— «  Ya ! ya ! Aotrou, ho trugarekat ! »

— «  Gedit, ma roïn d’eoc’h c’hoaz eun dra bennak !… Hag e leverot c’hoaz goude n’oun ket brokus !… »

Hag o veza astennet e zourn, Doue a zistagas eur stereden lugernus eus bolz dudius an nenv, eur stereden hag he devoa muioc’h a seurt liou eget ar gaera kaneveden ; hag e roas anezi d’an tri roue, en eur lavaret :

— «  C’houi a stago anezi azioc’h kraouik ar C’hinivelez evit digas sonj eus ho kweladen da Vetleem ; d’eoc’h e vezo, p’eo gwir e lavaro ar mammou oc’h he diskouez d’o bugaligou : «  Ne welit ket ar stereden gaer-ze ? Hini an tri roue eo ! »

Hag o vont ac’hano, Melkior a guze ar stereden en e vantel alaouret hag a lavare ken dichek :

— « N’eus forz, n’en deus ket great a wap ouzomp !… Eun oferen hon deus bet ! hag eur stereden eus ar re gaera a oufed da welet !… Great ez eus d’eomp kaeroc’h eget d’an elez, kaeroc’h zoken eget d’ar bastored ! P’o devezo an elez debret o fouasennou fritet, petra jomo ganto ; ken nebeut na gant ar bastored p’o devo evet chistr Fouesnan ?… Hor stereden ne vo na debret nag evet hag a lugerno bepred !… »

Setu aze penaos eo bet savet teir oferen Nedeleg ha perak o deus goulennet an elez, ar bastored hag ar rouaned kaout pep-hini e hini ; hag e welit e lakejont o foan evit an dra ze.