Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR GROAZIG VRUZUNET


————


Kement-ma a dremene e mare an dispac’h vras, d’ar poent m’edo en he gwasa, er bloaz 1793.

An holl ilizou a yoa serret ! Red e oa zoken kusat evit gellout pedi ! Pebez amzer griz eoa hounnez !… Doue ra viro na zigouesfe ganeomp gwelet dizale barradou eus ar seurt-ze !

D’an ampoent, kouls hag hizio, siouaz ! skeuden hor Zalver Jezuz-Krist stag oc’h ar groaz a yoa bet taolet er-meaz gant kalz a zismeganz.

E Breiz-Izel, evelato, meur a hini a gavas gwelloc’h beza war var da c’houzanv bep seurt poaniou hag ar maro zoken, kentoc’h eget en em zizober eus ar groaz.

Em eur geriaden baour, an histor na lavar ket e pe du eus hor broïg, eur c’hereour en doa miret mat skeuden hor Zalver benniget o vervel war ar groaz. Marvet e oa e wreg baour o starda anezi war he c’halon ; ha d’an abardaez, pa veze deuet an noz, serret ha morailhet an doriou ha mouget ar goulou, ar paour keaz intanv a gemere ar c’hoad sakr hag hen lakae oc’h e wele. Eno neuze, kalon oc’h kalon, ar Breizad a bede a vouez izel :

— « Chom atao ganen, emezan, p’eo gwir n’em eus mui den. Fall e lavaran, evelato ; am digarezit ! Eur mab am eus… Hogen, petra dalv d’in fiziout e c’hoaz en unan bennak war an douar-ma ? Chom da-unan ganen, te Doue feal bepred, atao beo-buezek, atao e pep leac’h !… Peo gwir ec’h eus kemeret diganen an hini a garien, n’em eus nemet

4.