Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/50

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

eun dra da c’houlen diganez : ro d’in ar galloud da labourat evidout. »

Bep noz e pede en doare ze. Hogen, eun dervez edo oc’h echui gant ar c’homzou diveza pa glevas youc’hadennou gwapaüs. Lavaret e vije ez edod o kas eur c’harrigellad atred da ziskarga war ar vein. Ne oe mui klevet netra goude, nemet evel trouz tud vezo o vont eus eun tu d’egile d’an hent.

Hon den a zigoras e zor, ha petra welas ? Eur bern traou a bep seurt. N’oa ket da lavaret, dont a rankent eus peilhadeg eun ti kristen hag onest ben nak. Ne fazie ket.

E-touez kalz a avalou brein ez oa eur groaz wenn bruzunet en eun niver bras a dammou. Oc’h bannou arc’hantet al loar, hor Zalver benniget a zeblante c’hoaz beza leun a sked. E benn, savet uheloc’h eget ar boultren hag ar priachou, a lavare bepred : Bez leuna fizianz, rak pardoni a ran.

— « E pe stad vantrus, va Mestr, oc’h bet lakeat ganto ! eme ar c’hereour. Na pebeuz tud fall ! »

Ha neuze, hep en em lakaat e poan da c’houzout pe ez oa tud o sellet outan pe n’oa ket, e testumas tammou ar Christ, Henvel e oa, kouls lavaret, oc’h e hini.

Hag o veza sellet piz outo o daou, setu ma teuas eur c’hoant d’ezan. N’hallje ket, kredabl eo, dont a-benn eus e venoz ; mat e oa evelato rak ma felle d’ezan dichaoui Doue diouz an dismeganz vras a yoa nevez-c’hreat outan. An nep a gar, ne jom ket pell da glask ar pez a c’hell ober, pep tra a dalvezo d’ezan. Tremen a eure neuze eun darvoud souezus bras.

Dre ma laboure ar c’hereour gant ar « siment » distrempet gantan, memprou hor Zalver a stage anezo o-unan, hag a-benn eur c’hard-eur ez oant