miziou divezatoc’h n’ho pije ket kavet ac’hanoun. Brema, avât, e c’hellan mervel. »
— « Arabat eo d’eoc’h koms evel se, servicher kalonek, a lavaras Tereza ; me eo a zo bet ar penn-kaoz eus ho poaniou ; hogen, ni a raio kement ha ker brao d’eoc’h, ma c’hellimp pell amzer c’hoaz ho kavout en hor c’hichen. »
Pep tra e Plougastell a deuas da veza adarre evel diaraok. Ar peoc’h hag ar zioulded a renas a-nevez war ar c’hastell. Dindan gouarnamant mistri ker madelezus evit o gwizien, ker reiz en o youlou. ar Blougastelliz ne zalejont ket da gaout adarre an danvez hag an tammou douarou ha gwiriou laeret diganto gant an aotrou a Lanveog. N’hon deus ket ankounac’heat en doa lavaret ar baron e rache d’egile paea ker e dorfed ; hogen, Tereza a alias he zad da rei peoc’h.
— « Roit peoc’h d’an den ze, a lavaras-hi kant gwech d’he zad ; ankounac’hait anezan zoken, me ho ped, va zad mat. Evit mont d’ezan da Lanveog e vije red d’eoc’h lakaat ho kwizien e brezel, ha neuze ar gwad a redche eus an diou gostezen !… »
Ha setu ma teuas ar baron da lavaret evel e verc’h. Baron Lanveog a oe kastizet koulskoude, ha kastizet a-zoare. Laosket e oe a gostez gant ar varc’heien-all eus ar vro ; hini ebet anezo ne zelle ha ne gomze outan, ma oa mezek ha mezek bras, hag ez eas da guzat en eur c’horn-all eus a Vreiz-Izel.
Bloaz goude dizro ar baron d’ar gear e oe eur gouel bras e-kichen iliz bourc’h Plougastell-Daoulaz. Dont a reas di eur maread tuchentiled ha