a Lesneven, a deue da lakat seziz dirak e vaner e-unan.
Aotrou Lanveog a glevas c’houen en e lerou ; a-veac’h ma varc’hatas an distera evit chom da zifen e laeronsi. Gouzout mat a rea pegement oa kasaet gant Plougastelliz, hag evel-se ne zerviche tamm ebet d’ezan gedal e teuchent da rei dourn d’ezan. N’en doa da fisiout nemet ken war wazed ar c’hastell : setu ne gredas ket enebi. Mont a reas ac’hano daou zervez goude m’en doa diskleriet ar baron e plege d’an dug nevez ; mont a reas epad an noz ; ken digalon ez oa eta ha ma’z oa bet trubard. Mont a reas eta dre eun nor guz, d’e leac’h-krenv a Lanveog, ha ne lezas war e lerc’h ken envor nemet eus e siou fall hag eus e laeronsiou.
Eat o enebour diwar al leac’h, ar baron hag e verc’h a zistroas d’o c’hastell, ouz o heul eur maread Plougastelliz deuet d’o ambroug. Ma oe goueliou kaer, goueliou bras e Plougastell en henor da zistro eürus ar baron ha Tereza. Peadra o devoe e-pad meur a zervez o tigemeret o gwizien a deue en eur ouela da bokat d’o daouarn ha da da gana d’ezo o levenez.
— « Kement a anken hon deus bet epad m’edo er-meaz ma n’hellimp biken trugarekaat a-walc’h an aotrou Doue, emezo, da veza great d’eoc’h dizrei en hon touez. Ni a fell d’eomp kenderc’hel d’ho karet ha d’ho servicha. »
Kenta tra a reas ar baron hag e verc’h en eur lakaat o zreid er c’hastell oe mont da zishuala Pol, ar gouarnour feal. Eur bloaveziad diouer a galz a draou en devoa noazet kalz ouz e yec’hed.
— « A ! emezan o welet e vistri, kollet em boa pep fizianz d’ho kwelet a-nevez !… Eun nebeudig