Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

pagnunez a oe darbet d’ezo kredi e rankchent mont larkoc’h, pa weljont o tonet eur bagad gwazed ha merc’hed, ar paotrig en o fenn.

Dizale e oe kinniget d’ar veajourien kement a yoa er geriaden. Va Doue ! nebeut a-walc’h a dra : bara du, hag eus an hini grosa, ha neuze leaz. Plac’h ar c’hastell, avât, hag he zud a oe mall ganto terri o naon. O veza m’oa red d’ezo ober tro evit miret d’en em gavout fall, ez eant ama hag a hont, dre al lanneier, abaoue ar mintin, hep beza deuet a-ben da gaout netra da zibri.

P’o doe debret dioc’h o naon, ha pa oent diskuizet eun tammig, hon tud a yeas da gemeret o hent adarre.

— « Ha plijout a rafe gant unan bennak ac’hanoc’h, eme Dereza d’ar goueriaded, dont da ziskouez hon hent d’eomp eur pennadig ? »

Goude beza chomet eur pennad da dorta, unan eus ar wazed a asantas kemeret warnan ar garg-se meurbed risklus d’ar mare, hag eur pennad goude edo an dijentilez o pellaat dioc’h Kloc’harz, goude beza roet d’an dud-se meur a desteni eus he c’halon vat.

Lezomp a gostez meur a hini eus an darvoudou a stourmas oc’h demezel Plougastell ; deomp ganti dioc’htu zoken war-eün da Henbont.

Janed a Vonfort, intanvez Yann, a yoa hi hec’h-unan o rei he urziou da gear. Epad ma oa bet beo ar c’hont, hen he diwallas dioc’h taoliou arme Charlez Blez. Brema, pa z oa intanvez, e tifenne gant kement a nerz-kalon gwiriou he mab hena.

War bouez goulen alies hep skuiza da c’houlen, setu ma oe kaset Tereza a Blougastell beteg an itron intanvez Monfort, Tereza en em daolas e-harz