Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —

pedi a ra ac’hanoc’h da renta henor d’ezan dirak an dud o kemeret skouer dioutan, o vale war e roudou. »

Kalon Tereza a vennas ranna o klevet eur seurt kelou. Ne falgalonas ket evelato. Mont a reas d’he c’hambr, hag e tastumas he braoigou, he arc’hant ha kement en doa eun dalvoudegez vras. Hag e c’halvas a-nevez an hini a yoa karget da ziwall ar c’hastell. Rei a reas urz d’ezan da lakaat dindan an armou kement a dud hag a vije ezom evit he difen eus a Blougastell da Henbont. Dioc’htu, emezi, edo o vont.

— « N’hellit ket ober-ze ! eme Bol ; n’ouzoc’h ket, demezel, pegement a riskl a zo evit ar beachour dre eun amzer evel-hen. N ’hellit ket mont, e koustianz. »

« Ma, mont a rin koulskoude, eme ar plac’h yaouank. Doue hag ar Werc’hez am diwallo a bep droug. Ne fell ket d’in e varvfe va zad araok m’am bezo e welet. »

Kement a lavaras Pol evit esa he distrei diouz he mennoz ne dalvezas da netra. O veza fiziet pep tra e Pol, ar c’hastell, an douarou, al leveou, Tereza a ouie e c’helle kaout fizianz ennan, hag ez eas en hent en deiz-se zoken.

Eun tregont leo bennak he devoa da ober, en eur vro breset a bep tu gant bep seurt soudarded, evel ma ’m eus hen lavaret uhelloc’h. Pemp dervez a yoa abaoue ma oa tec’het eus a Blougastell. Ha brema, evel m’hon deus gwelet, e tigoueze e Kloc’harz-Karnoët.

Tremen eun heur a yoa edont eno o c’hedal, hag ar paotr na zistroe ket. Tereza hag he c’hom-