c’hoaz, en doa kalz a binvidigeziou. Ober a rea avat implij kaer gant an donezonou ze roet d’ezan gant Doue, ha Tereza, e benherez, a lakae he foan da gerzet war e roudou. Ar plac’hig yaouank a dremenas deiziou seder beteg an oad a zeg vloaz, e Plougastell, dindan lagad he zud ; hogen, neuze, siouaz ! e kollas he mamm, hag eur pennad goude he zad a yeas eus ar gear, n’ouied ket evit pegeit, evit atao marteze ! Ar baron a yoa eat a-du gant Charlez Blez, ha brema ez ea da dapa e zoudarded evit brezelekaat ganto.
Chomet he-unan er maner, Tereza a glaskas he flijadur oc’h ober c’hoaz muioc’h a vad eget diaraok.
Beva a reas evel-se epad c’houec’h vloaz dindan kulatoriez eun den mat meurbed en em roet holl d’an tiegez. Ne jomme ganti evit beza eürus nemet kaout kelou aliesoc’h eus he zad ker. Hogen, ken dies ez oa d’an ampoent kas keleier ma n’oa ket leac’h da veza souezet o veza ne deue kelou ebet d’ar gear a-berz baron Plougastell. He c’halon a c’houzanve ar verzerenti, ha koulskoude e chomme sioul.
— « Lakeat em eus va zad, a lavare hi, dindan gward Rouanez an nenvou, hag hep douetanz ebet e tizroio d’ar gear. » Hag e klaske, da c’hedal, dougen an dud da garet muioc’h-mui he zi.
Eun dervez ma’z oa daou-bleget oc’h eur prenestr, he daoulagad o para war mor Brest, ha hi ha gwelet eur manac’h baleer en e zav e-kichen dor ar voger, o c’houlen dont er c’hastell. Evit doare n’oad ket nec’het gant mont da zigeri d’ezan.
Hag ar plac’h ha gervel an hini en doa da welet war an ti, ha goulen digantan petra rea na lezed ket ar manac’h da zont beteg an ti.