Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —


— « N’eo ket d’ober droug d’eomp ez och deut eta, demezel ? » a lavaras mouez eur bugel. Hag ar veajourez da zistrei war zu ennan.

Ar bugel en doa komzet a oa eur pôtr bihan koant a zeg vloaz pe war-dro, daoulagad buezek o lugerni en e benn. Dispontet e oa bet, kredabl eo, o klevet an demezel o koms gant kement a reizded ; savet e oa war ar c’hleuz hag e teue da rei dourn d’ezi.

— « O tra ! eme ar veajourez, ne glaskomp ober droug da zen ebet. C’hoant hon deus hepken da c’houzout ha pell emaomp c’hoaz dioc’h Kemperle, ha gallout a rafemp ive kaout ama eun nebeut bevanz. Ezom bras hon deus, bez sur, va faotrig. »

— « Bevanz ? eme ar bugel oc’h heja e benn, dies e vezo rei d’eoc’h, mestoued ! N’eus ket c’hoaz pemp dervez ez eus bet skrab warnomp. Kredi ran ne vezo kavet en hon tiez-soul netra nemet marteze eun tamm bara du bennak ha leaz. »

— « Ni a raio gant ar pez a vezo, mignon bihan, a lavaras an itron yaouank. Kea, mar plij, da lavaret da dud ar gear-ma n’o deus tam ezom ebet da gaout aon, hag e paeimp gant largentez ar pez a c’houlennomp. »

Paea ! setu aze eur gomz ha n’oa ket bet klevet e Kloc’harz pell a yoa ; setu perak ar bugel a oe mall gantan mont, leun a fouge, d’hen lavaret da dud kear.

E keit-se, holl dud ar gompagnunez a ziskennas diwar varc’h. Mez lezomp anezo eur pennad da ziskuiza, ha gwelomp piou eo an demezel-ze emaint ouz he heul.

Tereza a Blougastell e oa he hano. He zud a yoa brudet kaer. He zad, aotrou ha baron a Blougastell, a Zaoulaz, hag a n’ousped leac’h-all