Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/178

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 162 —

griz, oc’h adlavaret koms e dadou koz : « Da Zoue va ene, va gwad d’ar roue ha va c’halon d’ezi ! » Ha Daniel a Gergadek a varvas goude, evel ar roue-merzer. »

Ivona eo an hini a hanve pa lavare d’ezi !

Hag Ivona, he-unan brema, a ouel, dilezet en he zi, endra m’ ema he zad e penn eur strollad Van-leaned o stourm kalounek.

Petra eo ’ta an trouz-se ? Skoet zo bet ouz an nor, hag ar plac’h yaouank a zo enkrezet.

— « Piou eta a zo aze ? »

Ivona a zilamm hag a c’halv ; eur vatez a heuilh anezi, hag e sell a-dreuz toull an nor.

— « Salver benniget ! hon aotrou person eo ! » Ha neuze eo mall ganti digeri frank an nor vras.

— « Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h, eme ar beleg, ha ra vimp skoazellet gant Doue ! Emeur war va lerc’h evel war lerc’h eul loen fall, ha koulskoude gwelit : dougen a ran aze korf sakr Hor Zalver em zac’hig seiz ! »

O klevet ar c’homzou-ze, ar gwragez santel a gouez d’an daoulin evit azeuli didrouz an Doue a blij gantan tremen dreist treuzou o zi.

— « Dont a ran eus Gwened, skuiz maro, eme ar beleg adarre. Lezit ac’hanoun da ziskuiza eur pennad hepken, ha neuze warc’hoaz vintin, ker kent ha goulou-deiz, me a gemero adarre an hent evit mont war zu an aod, ’leac’h ma ’z eus eur c’hlanvour keaz o c’hedal e nouen abarz mont d’ar vuez a bado atao. »

An noz a dremenas didrous.

Pa darzas an deiz, pa deuas ar c’henta sklerder