Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Park ar Burzud


————


N’oa dre-oll nemet gwad d’an ampoent.

Seblantout a rea en doa Doue troet kein da Vro-C’hall.

Ar gwazed a vrezelle an eil eneb d’egile ’kouls ha pa dleje ar vuez padout atao, ’kouls ha ma vije bet gounidegez eun heur ken talvoudus hag ar vuez peurbadus. Pell a yoa ne weled mui ar mousc’hoarz war muzellou an dud yaouank, ar vugale a gave divlas o c’hoariou, hag ar mammou gwisket ganto o dilhad a ganv, a dec’he diouz o ziez evit mont d’an harlu da glask eur vuez siouloc’h.

Seitek kant trizek ha pevar-ugent ! E pe leac’h eta edo Doue d’ar mare-ze ?… Lezet en doa pobl ar Franz gantan e-unan.

Doriou pounner maner koz Kervern, du-ze, a-wel d’ar mor bras, a yoa serret-kloz ; ne gleved ket an distera trouz, nag er porz, nag en dourel vras ; youc’h ebet, klemmaden ebet…

— « N’eus den ennout, kastell koz ? »

Eo, Ivona a Gergallig a yoa e sal an traon war evez hag o pedi :

— « Maro eo va c’halon, n’eus mui netra evidoun er bed-ma. Anavezet em eus plijaduriou an douar ; bevet ha karet em eus. Brema avad, va bro a ra mez d’in ! Chomet oun va-unan, an hini a dlie beza va fried a zo maro war ar chafod ; feal bepred hag o plega dindan dourn Doue, e savas ar skalier

12.