Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/174

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —


Penaos bennak edo ar vuez ganto, ar re goz a gendalc’he da doui e oa maro ar vaouez geaz gant an naon hag an diouer a bep tra, red d’ezi gouzanvi a-berz he fried. Setu ma chome Ivonig e-unan gant Lanig, a yoa henvel kaer oc’h e vamm.

Bazatet bemdez gant e dad, hep eun tamm kreun da lakaat etre e zent, ar c’heaz a gemeras an tec’h eun dervez a oe, hep m’en divije den gouezet, abaoue, petra oa deut da veza. Neuze eo, pa welas edo an hu warnan, e teuas Ivonig da zevel e lochen war c’horre an teven.

Ar bloaveziou a dremenas o tigas d’ar besketaerien levenez ha glac’har bep eil dro. Ivonig hepken a gendalc’he da veza didrous, eürus bepred, evel pa vije difennet gant eur wrac’h bennak, gant eur galloud kuzet, diaoulek marteze, a zigase d’ezan nerz, yec’hed ha kalz pesked. Deuet e oa an dud da lavaret edo an diaoul e-unan o teurel evez war ar paotr piz, o rei d’ezan kement a c’hoantea er bed-ma. Paotred ar zabat, an hoperien noz, ar c’horred, ar c’hannerezed-noz ha kement viltanz a zo a deue, eme an dud, da goroll en dro da di Ivonig ha da zerc’hel kompagnunez d’ezan.

Tud chomet divezad war an teven o doa gwelet eno traou souezus, gwasoc’h ’zo ! traou heuzus ha mezus, na gredent koms anezo nemet goude beza great sin ar groaz n’ousped gwech.

An aotrou person, tad holl dud e barrez, evel m’eo han vet ganeomp, mantret gant kement a gleve, a glaskas distrei war an hent mat an danvad dianket. Ne oe ket selaouet nemeur.

« Dilez da vuez fall, Ivonig, eme ar person : Distro ouz an Doue a ankounac’hao da bec’hejou, ma teuez davetan a greiz kalon ha ma roez da c’her e reni hiviziken eur vuez gristen. »