Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/173

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Ar Roc’h lenverez


————


Gwechall, a leverer, e veve e Konk-Leon, tostik da Lok-Maze-Penn-ar-Bed, eur pesketaer koz, Ivonig e hano. Piz-gagn e oa, ne glaske nepred nemet e vad e-unan ha dare e oa atao da gredi edo an dud o trouk-prezek anezan. N’en doa evit ti nemet eur c’hoz kraou koad savet oc’h kein eur roc’h war gorre an teven.

O veza n’ez ea morse da di ebet, e vuez a yoa henvel a-walc’h oc’h hini eun den gouez. Savet kerkent ha goulou-deiz, Ivonig a ziskenne en aod da ziskoulma korden e vag evit mont lark da bes keta, ha pa veze echu e labour gantan, e teue endro – evit mont da Gonk da werza e varc’hadourez ha dizrei ac’hano d’e doull ti.

Daoust ne rea ken eus e vuez, traou iskiz ha spontus zoken a gave ar besketerien all da lavaret war-benn an ermid koz.

Den morse ne lavare grig d’ezan ; ar vugale a dec’he kerkent ha m’her gwelent o tont e korn distro an hent-bras ; ar merc’hed hag ar baotred yaouank o-unan a droe o fenn gant heuz p’en em gavent dirake zrem zu hag e gein chouket.

Kozidi ar c’harter a gonte penaos gwechall — pell bras a zo abaoue avat — Ivonig a yoa deuet da jom er vro gant eur plac’h yaouank a-zoare. An tiegez, koulskoude, n’ea ket kaer an traou ennan. Kemente seblante Ivonig beza kalet ha piz, kement ez oa Noëla madelezus ha karadek.