an Tiegez Santel ; ar Werc’hez Vari a daole evez outan, ha Josef a gase anezan da beuri ar yeot fresk. Ar Mabig Jezuz a gemere gantan e blijadur.
Hogen, setu ma teu, eun nosvez, eun eal eus an nenv da lavaret da Jozef eo red d’ezan tec’het dioustu da Vro an Ejipt, abalamour da gounnar ar roue Herodez. Sentus bepred oc’h mouez Doue, Josef a zavas hag a sternas an azen evit mont kuit.
Rannet e oa e galon o sonjal e rankche lezel war e lerc’h an oanig kunv ha tener a blije kement d’ar Bugel-Doue. Setu, pa’z edo o vont er-meaz eus ar c’hraou, eur pastor o tigouezout. An hini en doa e roet d’an Tiegez Santel e oa.
N’ouzon dare na piou na petra a lavare d’ezan mont da welet e vignoned a Vetleem, en noz, evel en dro genta, p’oa kaset gant an elez, kanerien ar « Gloria in excelsis. »
Reketi a reas beaj vad d’an Tiegeziad Santel. Kemeret a reas ive e oan. Heman, avad, na felle ket d’ezan dilezel e vignon-bihan. Hogen ar Mabig Jezuz a astennas e zourn war al loenig mad, ha neuze ar pastor a zistroas d’ar gear gantan.
Peur-eveziegez Doue, koulskoude, a daole evez