Eat e oa ar bastored gant o hent ; hag, endra ma ’z eant, e komzent eus an traou kaer o doa gwelet.
Josef neuze a c’horroas o c’hinnigou ; bez’ ez oa leaz, fourmaj, viou, frouez ha koad, donezonou paour roet a galon vad hag a dlie beva an Tiegez Santel. Unan anezo, pinvidikoc’h eget ar re all marteze, kalon vad ha brokus d’ezan ivez, a lezas e-harz ar Bugel-Doue eun oanig donv, beg ruz, gant gloan gwenn-erc’h en dro d’ezan.
P’oa eat e vestr kuit, an oan a zigoras frank e zaoulagad evel pa vije sebezet ha nec’het bras. Hogen, anezan e-unan, ez eas war-eün d’ar Mabig Jezuz p’her gwelas astennet war ar c’holo.
An azen hag an ejen a astenne o fenn a-zioutan hag a glaske e domma gant ar c’houezen a deue diouto pa dennent o alan.
Dioustu an oanig a welas kement-se, hag hen da lipat goustadik daouarnigou ar Mabig Jezuz.
Ar bugel a zigouez gantan dihuna ; ha neuze, evel evit trugarekaat al loenig dous, e ra allazig d’ezan war e benn, hag ec’h en em ro da gousket adarre.
An oanig a gerz d’e dreid, hag a c’holo gant e c’hloan toufek ar memprou tener skornet gant ar riou.
Oc’h e welet Mari ha Josef a veule an Aotrou a gemer kement a breder gant an dud dister.
An oan, ne-oe ket pell, a deuas da veza mignon