Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/161

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 145 —

ha ma kerot evit ar frouez laeret ganen diwar ho koust ; hageur yalc’had wat a arc’hant ho pezo zoken war ar marc had. »

Ha Dienez da heja e benn evit lavaret nan.

Pa deuas an noz da guzat al laer oc’h daoulagad keariz e kounnar, neuze hepken eo e roas Dienez aotre d’ezan da zisken. Araok avad e prezegas d’ezan evelen :

— « Ne c’houlennan netra diganeoc’h evit an dro-ma, aotrou Pinvidig ; arabad e ve d’eoc’h avad dont ken dre ama, pe e chomot etouez an avalou ze a blij kement d’eoc’h. »

Ker buan e tiskennas ma oe darbet d’ezan terri e c’houzoug ; kement-ma a dalvezas d’ezan da viret envor eus gwezen-avalou Fanch-koz-an-Dienez. Ne zavas mui enni, daoust peger c’houek e seblante an avalou beza d’ar genou…

Setu eun dervez Fanch-koz o koueza klanv bras. Evel n’oa den da rei d’ezan ar pez a vije bet red, ha dreist-oll rak m’oa merket d’ezan evel se gant Doue, an Ankou ne zaleas ket da zont d’e welet.

— « Deuit, Tadig koz, emezaa gant e vouez pounner, red eo d’eoc’h dont d’am heul… Prest oc’h ?

— « Va mignon, eme ar c’hlasker gant eur vadelez dispar, kredi a c’hellit oun prest da zilezel ar bed-ma ha ne gasin netra anezan ganen, hag e leac’h ivez ne lezin nemeur a dra war va lerc’h… Ne da ene ebet kuit koulskoude hep kaout eur mennoz diveza, ha m.e ’m eus va hini, daoust pegen iskiz bennak e c’hellfac’h kavout an dra… Mont a ran da c’houlen diganeoc’h ober eur vad diveza evidoun, Ho kalon vat ne lavaro ket nan

11.