Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —

rei liou fresk da avalou Dienez. Hag o welet anezo ker brao d’an daoulagad ha ken avius d’ar genou, evel n’oant bet biskoaz, ar paour a lavare :

« A ! a ! pebeuz eurvad ! gellout a rin eta er bloaz-ma tanva avalou, va avalou melen ! »

Eur mintinvez, Dienez a deue laouen eus e di plouz o frota an eil oc’h egile e zaourn du kaledet ha distum. Kredi a rea e oa dare a-walc’h e avalou hag e c’helled o disken evit o gorren.

— « Asa, petra c’hoarvez gant ar skourrou-ze ma ’z eus kement a vransell enno ? An aezen a zo ker skanv evel pa ne vije ket eur mouch avel. »

Ha setu Dienez o tibigouza e zaoulagad yaouankaet gant eul luc’heden a fouge… Ha petra wel oc’h en em zestum en deliou !… An aotrou Pinvidig !… Ya, ya, hen e-unan ; na muioc’h na nebeutoc’h, ne lavaran ket a c’hevier, na ne ran !

Hag hen oc’h esa disken, na petra ’ta ; en aner avad !

— « Santez Anna ! eme Dienez, ha c’houi eo eta, eur pinvidig eveldoc’h, a deu da laeres nebeut ar paour ?… Mat, me lavar d’eoc’h, hep dale holl kear a c’houezo ez oc’h laer !… »

Ha Dienez ac’hano d’an daoulam… Hep truez oc’h ar pinvidig — n’oa ket dellezek a druez — e c’halv holl dud kear, bras ha bihan, da zont belek e wezen avalou.

An holl a hopas war an aotrou Pinvidig : hema piz ha digalon, n’oa deuet mat gant den ebet. Den ne garie anezan.

Mezek evel eul louarn hag a vije bet tapet gant eur yar, Pindivig a bed hag a asped Dienez da rei dourn d’ezan da zisken eus e glud.

— « Me ho paeo, emezan, an dour en e zaoulagad ; — ar pinvidig lorc’hus a yoa deuet da veza izel [a/e] galon evit eur pennad ; — me ho paeo kement