Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —

spier kavet ganto o rodellat wardro an teltennou. An aon rak ar maro a reas d’an den ma anzav en doa e gwirionez soubet Gwennig an anouez : gouzout a rea ervad e varvche gant an anken o welet he zae wenn mastaret en doare-ze ; gouzout a rea ivez e raje kalz poan da Gonan, e enebour.

Hervez ma lavar an histor, Konan a lezas e vue gant an torfetour, er gwel eus madelez an herminig. Epad ar c’houlz-se, ar vugale o doa savet korfig an herminig ; Darera a walc’has d’ezi he zae, ha goude e oe douget d’an douar. War he bez e oe savet eur peul mean ha skrivet e oe warnan ar c’homzou brezonek-ma :

Ar maro kentoc’h eget ar c’hailhar !

E koun eus an herminig Konan a reas lakaat he skeuden war e holl zilhad, ha zoken war e vannielou. Alies e lakea ive ganti ar c’homzou emaoun o paouez skriva.

Setu aze penaos ez eo bet savet ardameziou Breiz-Izel.

Hor rouaned koz kouls hag hon duked a helle gant gwirionez lavaret da baotred Bro-C’hall :

Herminigou Bro-Vreiz a zo eun tamm mat kosoc’h eget lili Bro C’hall !

Kentoc’h mervel eget beza kailharet !

Ar c’homzou kaer-ze a dlefe beza diviz pep kristen !


————