Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 139 —

gila ; hogen, ar gwel hepken eus al loenig benniget en deus roet d’eomp nerz-kalon hag hon deus evel-se roet lamm d’an enebourien divadez. »

Gwennig a oe karget a bokou hag a lazigou. Bep seurt enoriou a oe rentet d’ezi c’hoaz gant ar vugale a zouge anezi endro d’an delten, e-giz ma rea ar zoudarded goude an emgann.

Azalek neuze e oe miret eur c’hougn d’an her minig e telten ar roue. Pa oa deuet an noz e oe kaset di da loja, hag an holl a yeas kwit goude beza hetet nosvez vat d’ezi.

Gwenola vihan a bokas betek teir gwech d’an herminig, kement. a boan he devoa o tispartia diouti. Eun dra bennak a yoa marteze o lavaret d’ezi ez oa eun darvoud bennak o vont da zigouezout gant he loenig epad an noz. Koulskoude, evit senti ouz he breudeur hag he c’hoarezed, Gwenola a dec’has evel ar re all.

Kerkent ha goulou deiz edo an tiegez war zao. Klevet e oe eur vouezig klemmus e kichen dor an delten. Gwenola eo a oe da genta oc’h anavezout mouez he Gwennig ker. Digoret an nor, petra oe gwelet ? Gwennig astennet war an douar, ker kailharet ma vije bet dies-bras d’eun diaveziad gouzout petra oa. Kredi a c’hellede oa bet soubet en eur poull anouez.

— « Gwennig ! o Gwennig paour ! » eme ar vugale dare da ouela.

Lagad Konan a yoa entanet, hag e selle piz endro d’ezan. Klask a rea an digalon, rak, hep douetans, great e oa bet an taol gant unan bennak a dost, enebour d’ezan. An herminig vat a reas eur zell truezus ha mantret ouz he mestr karantezus, ar roue Konan, ha prestik goude e varvas.

Soudarded Konan a zigasas dirak o mestr eur