Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 121 —

neuze, va gwreg, pa lavaren d’it eo Doue al lealded dreist. »

— « Gwelloc’h e ve d’it rei peoc’h va gwaz, n’eo ket klevet a rafe an Aotrou Doue ac’hanout. »

— « Arabat eo d’it kaout aon, va gwreg ; Doue a zo re vadelezus evit kastiza ac’hanomp brema abalamour d’an dra-ze. Kastizet out bet war an douar, dre ma’z eo bet red d’it gouzanv muioc’h, evel ar re na fell ket d’ezo plega da Zoue. Ya, kouls eo d’it hen anzav, n’oas ket a galon vat er stad m’oas lakeat gant Doue. Grosmolat a raes a-wechou, hag alies enep pep skiant vat. N’eo ket gwir an dra ze ? Pet gwech n’ec’h eus-te ket great d’in pep seurt rebechou disleal ha diskiant ? Lavaret a raes evel-hen : « Mar ez pije an dra-ma hag an dra-hont ne vijemp ket ker reuzeudik ! » Kaer am boa lavaret d’it n’hellen netra hag edomp evel-se dre ma felle da Zoue hag evit hor brasa mad da zont, te a rea gwap, hag a heje da skoaz : « Evit hor brasa mat da zont ? » emezout. Ya, va gwreg, heja raes da skoaz gant fae… ne gredi ket dislavaret ac’hanoun evelato ? »

— « Lavar d’in ’ta, va aotrou, petra eo d’it c’hoari an heg ganen hizio en doare-ze ?

— « C’hoari an heg, tamm ebet, va gwreg. Ma lavaran an traou-ze eo evit diskouez d’it edo ar wirionez ganen gwechall pa lavaren d’it e vichemp pinvidik bras eun dervez abalamour ma ’z oamp paour war an douar. Pa veze great ken nebeut a stad ouzomp gant ar re binvidik, me lavare d’it e vichemp digemeret evel prinsed e baradoz an Aotrou Doue, ha gwelloc’h zoken, p’ eo gwir e tle ar beorien beza da genta er baradoz. »

Great o devoa eur pennad brao a hent evelse, hag ez oant digouezet kouls lavaret e penn o beach ;