Mont a reont gant hent ar gwez kistin, ar c’hi ouz o heul, ken souezet o welet e vestr yaouank er-meaz, ma lamm, ma tilamm, o leuskel youc’hadennou a levenez adlavaret gant hekleo skiltrus ar c’haniou tro-war-dro.
Ar c’hlanvour bihan koulskoude a zo deuet buan da skuiza, ha setu ma c’houlen azeza, ar pez a reont prestik goude war yeod flour a zo en o c’hichen.
Ar paotrig a zo e kreiz ; an heol yac’h a deu da alaouri e bennad bleo melen, endra ma tremen dre benn e vamm ar c’homzou-ma lavaret gant al louzaouer : « Chom a ray beo mar gwel ar c’henta heol tomm… » hag e lavar da c’houde : « Ema dispak an heol, ha va Ivonig a vousc’hoarz outan. »
Ar Yaou-Gamblid e oa ; ha du-ze, dindan bolz an iliz koz, an aotrou person gant e vouez krenerez a gane :
— « Gloria in excelsis Deo ! »
Ar c’hleier a yoa holl e bole evel d’ar goueliou brasa.
— « Perak ’ta, va zad, e son kement ar c’hleier hirio ? »
— « O lavaret kenavo emaint ; mont a reont da Rom epad tri dervez. »
— « Ha da ober petra, va zad ? »
— « Ankeniet int ; ar mabig Jezuz a zo o vont da vervel, hag ez eont da Rom da zini e c’hlazou. »
— « E pe leac’h ema Rom, va zad ? »
— « Rom, va mab, a zo pell bras du-ze, pell bras, pell bras ! »
— « Penaos e reont neuze evit mont du-ze ? »
— « An elez a zoug anezo… »
— « A ! » hag o trei oc’h e vamm e lavaras :