Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
vii

vailhou all, meur a farserez evel Kilhog sant Per, Eun Dreuflezen da Baol gornek, hag all.

Evit echui n’eus d’ober nemet trugarekaat ar skrivanier eus e levr kaer ha goulenn ma roio d’eomp c’hoaz kalz all eveltan !

Ra’z aio e Nosveziou an Arvor, gant Bennoz an Aotrou Doue, da hada an had mad en hon tiegeziou a Vreiz, da zeski d’eomp delc’her bepred start da yez, da c’hiziou, da gustumou ha da zoareou hon Tadou ! Ra zougo c’hoaz al levr-ze ac’hanomp, kenvroiz ker, da garet gwasoc’h-gwaz ar Beilhadegou kristen a c’hiz koz, d’en em staga muioc’h-mui ouz

Hon c’hontadennou ’tal an tan
Goude al labour hag ar boan,
Epad ar goanv, a-c’houde koan !
[1]



Gwimilio, deiz gouel Sant-Jozef, 19 Meurs 1909.


————
  1. Luzel : Bepred Breizad.