Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
vi

e-unan eo ar re a gomz euz amzer an Dispac’h-Vras. El levr-man n’en deus ket manket da rei d’eomp teir gontadenn eus an amzer griz-se : Ar groarig vruzu­net, Gwrac’h on Aochou, Park ar Burzud. An holl o lenno gant kalz plijadur ha kalz didu.

Nedeleg, Pask ha gouel an Anaon a zo tri gouel poblus en bor bro. Marteze ez eus lod ha n’ouzont ket perak e leverer teir oferen da genver deiz ginivelez Hor Salver ? Evit sklerijenna ar re-ze, just awalc’h, eo en deus Klaoda Ar Prat savet Teir oferen Nedeleg. Lenn a vo graet ive gant plijadur, evit amzer Fask, Ar C’hleier o tizrei eus Rom goude eur perc’herinaj a dri devez, kouls ha Noz-veilh an Anaon, eur gontaden goant hag a lavar d’eomp arabad ankounac’haat

Eneou hon tad hag hor mam
O leski e kreiz ar flam.

Demdost an holl istoriou a gavomp e Nosveziou an Arvor a dremen e Breiz ha leun int a garantez-vro. E Bara ar gear ha Klenved ar gear, an oberour a ali e genvroiz da jom bepred stag mat ouz douar o c’havel, rak e nep leac’h ne vezint gwelloc’h.

Nag a genteliou talvoudus a gavomp er c’hontadennou-ze ! Nag a skoueriou kaer da heuilh ! Deskomp* gant Gwrac’h an Aochou pardoni zoken d’ar re o deus graet ar muia gaou ouzomp…

Ar Prat a zo eur mab feal d’an Iliz hag he difenn a ra e pep leac’h, hi hag be ministred. D’an tammou krak doktored difeiz, savet stank en hor bro evel kabellou-tousegi, ha ne vezont laouen nemet o vabouzi, o teurel o glaouren war bep tra kaer ha santel, en deus kinniget Labour ar Beleg.

Mes n’eo ket awalc’h beza atao o rei kenteliou, red eo ive, bep an amzer, diroufenna taliou al lennerien gant istoriouigou fentus, rak gouzout a raer,

Hep eur begad pebr hag holen
E vez meurbed goular ar zouben.

Al lennerien eta a gavo, kemmesket gant ar mar-