Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

c’hambr hag o tisken ar skalier vean. Sonjal a rea e Kergelar, hag e lavare enni he-unan :

— « Mont a ran dillo da welet hag eat eo war wellaat. »

Dres, pa’z edo o lakaat he zroad war ar bazen izella, beleg ar c’hlanvdi gwisket gantan e zourpiliz a yoa o vont diwar wel. Buan, buan ec’h hastas mont da gambr al louzeier.

— « Va c’hoar, emezi d’al leanez en em gave eno, daoust da biou eo nevez roet e zakramanchou ? »

— « Unan eus ho klanvourien, va C’hoar, eur Breizad, a zo klanv gant klenved ar vro, hervez ma lavar ar medisin. »

Ar C’hoar santez Anastaz a gasas he dorn d’he c’halon ; lammet a rea. Ha hi ac’hano da gaout hor c’henvroad. Eur mevel a yoa en e zav dirak gwele Kergelar.

Dont a reas e-trezek ar C’hoar hag e lavaras d’ezi war eun ton ken dizeblant, a vouez izel koulskoude :

— « Me gred, va C’hoar, ema o vont da dremen ! »

Kergelar a zigoras e zaoulagad. Anaout a reas ar C’hoar santez Anastaz ; hag evel p’en divije c’hoant dhe zrugarekaat da veza eno, en e gichen, e reas eur mousc’hoarz outi. Hag e trailhas ar c’homzou-ma :

— « Medalen… lizer… Ivona !… »

Hag o veza great eur skrijaden, e ene a zistagas goustadig dioc’h e gorf. Maro e oa.

Gant eun dorn o krena, ar C’hoar a glozas d’ezan e zaoulagad ; goude e krogas er sizailh a yoa a ispilh oc’h he chapelet greun bras, hag e troc’has eur guchennad vleo o lavaret :