mar ne deuz ket ac’han di da gaout keuz ha glac’har d’he buez fall. »
Hag o sevel neuze e stol war-zu beg an tour, e lavaras :
— « En hano Doue Bethleem, me, person, a zav diwarnout evit eun dervez en e hed ar malloz a zo war da benn, hag, e keit-ze, an traou benniget ne vezint ket enebourien d’it. »
— « Ha pe zervez, belegig, ac’h eus sonj da rei d’in evel-se ?
— « Ar 25 a viz meurz, deiz salud an eal Gabriel d’ar Werc’hez. lia brema, kerz, paour keaz rostet, ha kemer laouen bepbloaz an nebeudig heuriou a beoc’h a ro Doue d’it en e vadelez, evit dizrei adarre goude d’ar boan peurbadus ac’h eus chachet warnout. »
An diaoul, evit doare, a yoa ebat ennan ; disken a reas eus e glud gant kement a drouz ma… tihunas an aotrou person en eul lamm ; me lavar d’eoc’h e pakas eur souezen oc’h en em anaout en e wele e-touez e linseriou.
— « Na pebez huvre souezuz ! emezan o kas e zourn d’e dal kurunet a vleo gwenn-erc’h. Asa, daoust koulskoude hag-en eo eun huvre am eus great ? Daoust ha n’eo ket kentoc’h eur weledigez ? Aotrou Doue, Santez Mari, daoust ha deuet e vefet da welet ho servicher epad e gousk evit rei d’ezan eur c’helou pe eur gentel bennak ?
« Nan, n’em eus ket huvreet… An diaoul, re wir eo, a zo azezet aze war gilhog va zour tregont vloaz a zo, ha setu me o tont da ober gantan eur marc’had peurbadus. Roet em eus ar pevare eus va denved evit miret al lodennou-all ken darbet d’ezo int-i ive en em goll ! A ! ha mar n’em eus ket great mat !… Daoust ha gwir am boa-me da ober kement se ?… »