Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/113

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —

d’ezan adarre tad ar gaou ; dizro oun eus ober tro va eskopti gant an Ankou, va zervicher. Ar mare-ma dres eo en deus dibabet evit ober e eost dre ama. En noz-ma e vezo dervez bras gantan, o vedi, ha varc’hoaz mintin mat, er zac’h du-ma a zo ganen och va skoaz, e sammin hoc’h holl bennou fall ; ne vezo ket nemeur a bennou ed mat ; evidoun-me avat e vezo eun eost puilh, rak holl wazed Plogô a zo e stad a bec’hed marvel. »

— « Evel-se ’ta, evit lakaat eneou va farresioniz ker eo ez eus eur sac’h ganez ? a lavaras an aotrou person kez, rannet holl e galon. En aner eo eta em eus-me epad tregont vloaz pedet evit silvidigez Plogoiz ? Ha pe seurt gwir ac’h eus-te war va denved me ? »

— « Gwir al louarn war yer ar maner ! » eme an diaoul kornek o c’hoarzin ar pez ma c’helle.

— « Mat, eme berson Plogô, selaou brema ar marc’had am eus c’hoant da ober ganez. Mar kerez c’hoaz hizio lezel e peoc’h eneou ar paour keaz tud dianket-se, me a c’houlenno gant hor Zalver benniget rei d’it eun dervez diskuiz penn da benn war an douar. »

— « A zo mat, fidamdoustik 1 eme an eal fall ; hogen, en dervez-se ive koulskoude, e ranki lezel ac’hanoun da zamma kement a eneou ha ma c’hellin etre an oferen-bred hag ar gousperou. Emaoun pell a zo o sellet ouz meur a hini a gavan dare a-walc’h evit du-ma : Annaig ar Gwaï, ha pa ne ve ken, ar baotrez vrao-ze n’eo ket bet o kovez keit-all a zo, ha ne ra mui na Pask na Pantekost ebet…

An aotrou person a rea e zonj.

— « Mat, emezan, p’eo gwir eo hounnez sur a walc’h da vont ganez, e sammi anezi en deiz-se,

8