Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
an tad koz



Tri-all zo demezet hag ho deuz kemeret
En ho c’harg an douar gand an tad-koz lezet.
Pebeuz urz vad ama ! Nag a unvaniez !
Setu penaoz tlefe beza peb tiegez !

Er goanv, ’kichen an tan, da c’hortoz ar c’housket,
Epad ar veilladek, en eur c’houngn azezet,
Ez eo plijadurus he glevet o konta
Forz marvaillou giz koz, diwar-benn ar vro-ma.

Me gret start e chomfet, hep tamm keuz d’ar gweleou,
Beteg an hanter noz bammet oll d’he zelaou.
A drugare Doue, ne vank ket a furnez,
Ha d’an taol a nav heur e ro sin an divez.

Pa ia bep sul d’ar vourc’h, an tad-koz a gemer
Pevar gwennek louet e goueled he yalc’h ler ;
Muioc’h na nebeutoc’h, defot n’hen deveuz ket :
Setu e pe zoare vezont ganthan teuzet.

Ar gwennegig kenta vo roet d’ar paour kez dall,
A zo war an hent braz duze ouz he c’hedal ;
Per hen anavez mad, tost d’ugent vloaz a zo,
Eun tenn-min hen lezaz dall-pud evit atao !

Per-an-ti-all en deuz eur garantez wirion
Evit ar re varo, evit an oll Anaon ;
An eil gwennek d’ezho a roi en aluzen
Pa gesto ar fablig epad an oferen.